Mont d’an endalc’had

Essaouira

Eus Wikipedia

Essaouira (tamazigteg : ⵎⵓⴳⴰⴹⵓⵔ ;arabeg: الصويرة‎, eṣ-ṣauīrah; anv kozh bet roet gant ar Bortugaliz: 'Mogador) zo ur gêr eus aod gevred Maroko. Emañ war aod ar Meurvor Atlantel er su da Casablanca ha kêr-benn proviñs Essaouira eo e rannvro Marrakech-Tensift-El Haouz. Poblañs : war-dro 78 000 a dud (2014).

Krediñ a reer ez eus bet tud o chom er c'horn-bro abaoe an amzer ragistorel. An ergerzher hag ar morlaer brudet eus Kartago, Hanno, a zeuas amañ er Vvet kantved kent JK war e veaj a-hed aodoù Afrika hag a savas ur greizenn marc'had war an aod. E-pad ur pennad e voe e dalc'h Portugal ha lod eus savadurioù kêr gozh a zo eus ar marevezh-se, evel ar c'hastell e-kichen ar porzh. A-benn an XVIIIvet kantved e oa Essaouira porzh pouezusañ su Maroko. Un toullad Yuzevien a oa o chom eno gwechall met an darn vrasañ anezho a zo aet kuit, evel er peurrest eus Maghreb.

Hiziv e vez lesanvet "ar Sant-Maloù marokat" ha "kêr an avelioù" a-wechoù. Lakaet eo bet karter ar medina war roll Glad bedel an UNESCO e 2001.

Gevellet eo Essaouira gant :