Merfyn Frych

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Merfyn Gousiet)

Merfyn ap Gwriad, pe Merfyn Frych (Merfyn Brizhellet), marvet e 844, a oa roue Gwynedd, ha marteze Powys ivez. Roue ar Vrezhoned a veze graet anezhañ e daou deul savet en e lez: Historia Brittonum hag ar Bamberg Cryptogram.

Roueet e voe e 825, pa varvas Hywel ap Rhodri Molwynog (anvet ivez Hywel Farf-fehinog ap Caradog). Krediñ a reer e oa dija un tamm roue en Enez Von abaoe 818. Ne oa ket eus lignez Gwynedd, diskennad da Vaelgwn Gwynedd, ha gantañ e krogas un dierniezh arall.

E vamm, Esyllt, a oa merc'h da gCynan Dindaethwy ap Rhodri, ha nizez da Hywel ap Rhodri. Hervez ar barzhonegoù e teue eus Manav, met n'eo ket sklaer pe eus Enez Vanav, pe eus Manaw Gododdin, un tamm rouantelezh e Gododdin, war-dro ar Firth of Forth, en Hanternoz Kozh.

Gallout a rafe bezañ kar a bell da gCunedda, diazezer tierniezh Gwynedd, a oa ur priñs deuet eus Manaw Gododdin. Koulskoude ez eus ur groaz en Enez Vanav, eus an IXvet kantved pe Xvet kantved, ha warni an enskrivadur-mañ: "Crux Guriat". Gallout a rafe bezañ anv tad Merfyn.

Dimezet e oa da Nest ferch Cadell, merc'h roue Powys, Cadell ap Brochfael, ha c'hoar da gCyngen. E vab Rhodri ap Merfyn, anavezetoc'h evel Rhodri Mawr, a voe roue war e lerc'h, hag a greskas e rouantelezh betek dezhañ bout roue en darn vrasañ eus Kembre.

Brudet eo da vezañ bet skoazeller an dud a zeskadurezh. Krediñ a ra lod eo en e lez, e Gwynedd, e voe savet danvez an Historia Britonum, lakaet war gont Nennius, ha marteze war c'houlenn Merfyn e-unan. Un dornskid all zo, kavet e Bamberg, a ziskouez e oa troet gant ar studi. An Iwerzhoniz a deue d'e lez a veze roet dezhe ur seurt kriptogramm ha n'hallent diluziañ nemet dre lakaat al lizherennoù latin e lizherennoù gregach.

Daoust d'an argadegoù kaset gant an Daned e c'hallas Merfyn talañ oute, ha pa varvas e 844, eo ur rouantelezh divoulc'h an hini a roas d'e vab Rhodri Mawr. A-hervez e vije bet lazhet en un emgann, met pelec'h ha penaos n'ouzer ket. E ziskennidi a renas e Gwynedd, Powys ha Deheubarth, hag a chomas e penn ar vuhez politikel e Kembre betek an deiz ma voe staget ouzh Bro-Saoz e 1283.

En e raok:
Hywel ap Rhodri Molwynog
Roue Gwynedd

825844
War e lerc'h:
Rhodri Mawr