Hywel ap Rhodri Molwynog
Neuz
(Adkaset eus Hywel Farf-fehinog ap Caradog)
Hywel ap Rhodri Molwynog, marvet e 825, anvet ivez Hywel Farf-fehinog ap Caradog, a oa roue Gwynedd.
Evit doare e oa mab da Rhodri Molwynog ha breur da gCynan Dindaethwy ap Rhodri. Cynan hag Hywel a zo kontet da vezañ bet oc'h en em gannañ da c'houzout piv a vije mestr en Enez Von e deroù an IXvet kantved. Pa varvas Cynan e 816 e renas Hywel war e lerc'h.
Mervel a reas Hywel e 825, ha gantañ ez eas da get lignez Cunedda dre ar wazed. War e lerc'h e renas Merfyn Frych ap Gwriad — ur priñs eus ur skourr all eus Manaw Gododdin — ha setu penaos e tremenas gwad Cunedda d'al lignez nevez drezañ ha dre Ethyllt, merc'h da gCynan Dindaethwy.
En e raok: Cynan Dindaethwy ap Rhodri |
Roue Gwynedd ) 814 - 825 |
War e lerc'h: Merfyn Frych |
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- J.E. Lloyd (1911) A history of Wales: from the earliest times to the Edwardian conquest (Longmam, Green & Co.)