Mont d’an endalc’had

Management

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Merañ)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Management
diskiblezh akademek, penndanvez studi, type of process
Iskevrennad euscoordination, control, control Kemmañ
Rann euscommerce, management, tourism and services Kemmañ
Arvezbusiness administration, aozadur Kemmañ
Studiet gantsociology of management, management studies, management science Kemmañ
Doare sevelplanning, melestradurezh publik, social control Kemmañ
Dezverket dremanagement style, management process, function, type of management, strategic management Kemmañ
Pleustret gantmanager Kemmañ
Class of object(s) of occurrenceden, goprad, embregerezh, kevredigezh Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.thenextweb.com/tnw/entity/management Kemmañ
Ur skipailh labourat e Brazil.

Ar management a zo penaos merañ ha kas war raok un aozadur, kenwerzhel alies, pe ul lodenn deus un aozadur, en doare efedusañ, o tispakañ hag oc'h ober gant an danvezioù zo (tud, arc'hant, benviji, korvoderioù dizanvezel), o lakaat e pleustr ur strategiezh evit tizhout palioù. Ur manager a vez graet eus un den a ra war-dro management.

Talvezout a ra merañ pe mererezh an dud hag an traoù, en embregerezhioù peurliesañ met ivez er c'hevredigezhioù hep pal arc'hantus hag er melestradurezhioù foran. Sevel strategiezh an aozadur ha kenurzhiañ labour ar genlabourerien dre an danvezioù hegerz eo an obererezhioù pennañ. Daou du zo gant ar management eta : teknikel (ar gontouriezh analitek hag an hentennoù kontroll war ar merañ evit gwellekaat an danvezioù, dreist-holl) ha psikologel (lakaat an dud da gaout c'hoant da genlabourat). Disheñvel eo rol ar vanagerien hervez ment an aozadur : seul vrasoc'h eo eñ seul arbennikoc'h int, ha seul vihanoc'h seul ledanoc'h eo o c'hefridioù hag o roloù.

« Management » a zo ur ger saoznek, kemeret deus an italianek maneggiare (ober war-dro, embregañ, dreist pep tra ur marc'h) o tont deus al latin manu agere («konduiñ dre an dorn»). Ar ger gallek mesnagement (diwezatoc'h ménagement) a levezono endro ster ar ger saoznek management er XVIIvet ha XVIIIvet kantved.
Ar wikipedia spagnolek a ra gant Gestión empresarial, mererezh an embregerezhioù, hag an hini portugalek Gestão comercial, mererezh genwerzhel.

Istor ar management

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prederiañ a reas Adam Smith ha John Stuart Mill war ar produiñ hag implij an danvezioù en XIXvet klanved. E deroù an XXvet kantved e klaskas Stadunaniz sevel pennaennoù skiantel d'al labour, da skouer Frederick Winslow Taylor. E 1921 e voe krouet en SUA ar c'hentañ Master of Business Administration gant Skol-veur Kenwerzh Harvard. D'ar c'houlz-se e voed krog da implijout ar vredoniezh er management, evel Elton Mayo, hag ar sokiologiezh, evel Max Weber ; e-touez skiantoù verañ an armerzhour alaman e kaver mererezh ar c'hoskor, strategiezh an embregerezh, skiant an arc'hant pe ar marketing.

Peter Drucker (1909-2005) a voe unan eus ar re gentañ da skrivañ levrioù management pleustrek.

Skolioù management

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Studiet e vez ar management e kalz skolioù a gelennadurezh uhel, skolioù-meur publik ha skolioù-kenwerzh prevez. E-touez ar re vrudetañ e c'haller mennegiñ an Harvard Business School diazezet e 1908 e Massachusetts. E Breizh ez eus skolioù uhel lec'h ma vez kelennet ar management : Ensavadur Merañ Roazhon (ur rann eus Skol-Veur Roazhon 1), ha teir skol uhel kenwerzh, Audencia Naoned krouet e 1900, Skol-Uhel Kenwerzh Roazhon krouet e 1990 ha Skol uhel kenwerzh Breizh krouet e 1962.
Da welout : Skolioù kenwerzh e Breizh.

Pennadoù liammet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]