Peter Drucker
Peter Ferdinand Drucker (19 a viz Du 1909 e Vienna – 11 a viz Du 2005 e Kalifornia) en deus skrivet kalz levrioù diwar-benn ar merañ embregerezhioù.
Kazetenner war an ekonomiezh e voe da gentañ ha ne oa ket 20 vloaz pa reas ur pennad-kaoz gant Adolf Hitler kent da hennezh mont e penn Alamagn. E levr diwar-benn Friedrich Julius Stahl (prederour war ar gwir ha yuzev) a voe devet e 1933 ha diwar se e reas e soñj mont kuit eus ar vro.
Da vro-Saoz ez eas hag en ur selaou prezegennoù John Maynard Keynes e komprenas en doa c'hoant d'ober estreget ekonomiezh rak "studial emzalc'h an dud ha n'eo ket penaos emañ kont gant ar Yalc'h" a oa war e soñj. D'ar Stadoù-Unanet ez eas evit sevel Dibenn an den ekonomikel (1939) ha Dazont an den greantel (1942).
Kuzulier rener General Motors ez eas hag e levr pennañ Keal an embregerezhioù (1945) a savas diwar 18 mizvezh enklask e emvodoù kuzul-merañ GM ha pennadoù-kaoz gant sternidi ha micherourien an embregerezh. Ur vicher nevez a voe krouet : kuzulier war ar management. Evit General Electric hag American Heart Association e labouras da c'houde hag an den dave e voe diwar neuze evit pezh a denn d'ar vanagementouriezh.
Tamm-ha-tamm e pellaas diouzh emdroadurioù nevez ar gevalaouriezh, skoet ma oa gant kresk gopr ar pennoù embregerezhioù bras da skouer hag e 1993 e savas En-tu all d'ar gevalaouriezh.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- https://web.archive.org/web/20070428052436/http://www.pfdf.org/leaderbooks/drucker/index.html
- https://web.archive.org/web/20140207054923/http://www.peter-drucker.com/
- https://web.archive.org/web/20051124061758/http://www.druckerschool.net/
- https://web.archive.org/web/20051126030334/http://www.peterdrucker.at/