Skolioù kenwerzh e Breizh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Stummadurioù a bep seurt a zo e Breizh evit studiañ ar c'henwerzh, ar management hag ar merañ. Skolioù prevez a zo, skolioù-meur publik a zo ivez.

Ar BTU hag an ESA[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a breou teknikour uhel a denn ar c'henwerzh (BTS e galleg). Ensavadurioù skol-veur a deknologiezh (ESA) a zo ivez (IUT e galleg).

Skolioù kenwerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bep skol kenwerzh he deus he diplom dezhi. Lod anezho a zo e-barzh ur genstrivadeg boutin.

Ar skolioù goude ar vachelouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar stummadurioù-mañ e tri bloaz a zo anvet « bachelor » (ul live angl-ha-saoz heñvel d'an aotreegezh). Tuta a reont dre ur genstrivadeg goude ar vachelouriezh.

Bez zo ivez tu ober ur stummadur bak+5 e Naoned gant an ISEG Group (Institut Supérieur Européen de Gestion), dre ar genstrivadeg PRISM. ISEG a zo ur skol c'hall eus Pariz he doa digoret meur a skol all er bloavezhioù 80, en o zouez unan e Naoned e 1989. Memestra gant IDRAC, ur skol c'hall hag he deus meur a lec'hioù, en o zouez unan e Naoned (kenstrivadeg TEAM).

Skolioù all o deus o amprouennoù degemer dezho :

  • IPAG (Institut de préparation à l'administration et à la gestion ), Master 2, bak+5
  • ISEG Marketing & Communication School (bak+5), meur a lec'hienn a zo e Bro-C'hall, unan a zo e Naoned
  • ISEG Finance School (bak+5), meur a lec'hienn a zo e Bro-C'hall, unan a zo e Naoned

Goude ur c'hlas prientiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Degemer eo an studierien dre ur genstrivadeg, peurliesañ goude ur c'hlas prientiñ armerzhel ha kenwerzhel. Ur genstrivadeg BCe (Banque commune d'épreuves) a zo boutin da skolioù uhel kenwerzh Breizh (Audencia, ESC Roazhon, Skol Kenwerzh Breizh Brest), ha kalz skolioù kenwerzh all e Bro-C'hall : ESSEC, HEC, ESCP-Europe, EM Lyon, EDHEC, EM Grenoble, ESC Toulouse, Skema Business School... Ur genstrivadeg all a zo, Ecricome, e lec'h n'eus skol vreizhat ebet, kavout a reer ESC Reims, ESC Rouen, Euromed Marseille...

Ar stummadur dibaouez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reiñ a reont ivez ar skolioù-mañ masteroù arbennikaet pe MBAoù.

Ar Skol-Veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tu zo ober studioù kenwerzh, management ha merañ er skol-veur, e framm un diplom skol-veur a deknologiezh (DSD, e galleg DUT), un aotreegezh, ur master, e-barzh ensavadurioù merañ embregerezhioù (IAE e galleg).