Skol-Uhel Kenwerzh Roazhon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus ESC Roazhon)
Logo ar skol.

Rennes School of Business a zo ur Skol Vras kenwerzh diazezet e Roazhon, kêr-benn Breizh, e Bro-C'hall. Dindan anv Skol Uhel ar C'henwerzh (pe École supérieure de commerce de Rennes e galleg) e oa bet RSB skol kenwerzh kentañ Bro-C'hall.

An Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rennes School of Business, diazezet e 1990, zo ur skol genwerzh troet war an enklask ha lec'hiet e Roazhon. A-feur ma oa bet diorroet ar skol e oa bet brasaet e savadurioù, gant digoradur ar savadur 2 e 2010, ar savadur 3 e 2014 hag ar savadur 4 e 2017. E miz Gwengolo 2021, digoret eo bet ur c'hampus nevez e Pariz.

Ur skol genwerzh etrevroadel eo Rennes School of Business: an hanter eus ar studierien ha 85% eus ar gelennerien a zo o tont eus an estrenvro. Ouzhpenn 100 broadelezh a zo war ar c'hampus. An darn vrasañ eus ar c'hentelioù a zo roet e saozneg.

  • 1990 - Krouidigezh Skol Uhel ar C'henwerzh e Roazhon (ESK Roazhon).
  • 1996 - Ezel eo ESK Roazhon eus European Foundation for Management Development (EFMD).
  • 1998 – Ezel eo ESK Roazhon eus Kuzuliadeg ar Skolioù Bras.
  • 2004 – Deuet war wel eus ar Master of Science
  • 2004 - Lakaet eo war-sav ar program Bachelor
  • 2007 - Dont a ra ar skol da vezañ ESC Rennes School of Business
  • 2010 - Digoradur un eil kampus e Roazhon
  • 2012 - Akreditadur AACSB
  • 2013 - Akreditadur AMBA
  • 2014 – Sinet eo bet ar garta Ya d'ar brezhoneg
  • 2016 - Adanveet eo ar skol Rennes School of Business
  • 2017 - Digoradur ur c'hampus annez evit ar studierien etrevroadel
  • 2019 - Krouidigezh Kador ar Geopolitikerezh
  • 2020 - Krouidigezh Karg gouarnerezh ar siber-riskloù
  • 2021 - Digoradur ur c'hampus nevez e Pariz

An Enklask[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Programmoù enklask[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kinnig a ra Roazhon ar programmoù enklask-mañ :
  • MPhil ha doktorelezh (programmoù leunamzer e Roazhon, Frañs, e kenlabour gant Skol-veur Dublin ha Skol-veur Amsterdam)
  • Doctor of Business Administration (DBA) (programm darnamzer evit ar sternerien e Sina, Brazil hag e Frañs).
  • Aozet eo ar programm Global DBA e kenlabour gant School of Economics and Management eus Skol-veur ar Post hag ar Pellgehentiñ e Beijing e Sina hag (evit ar rakDBA) gant Fundação Getulio Vargas e Rio de Janeiro, e Brazil.

An enklask e Rennes SB a vez aozet e:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Al labourva enklask a skoazell ar glaskerien hag a aoz an obererezhioù enklask.
  • Ar programm doktorelezh evit prientiñ ar studierien e-pad respetad an enklask.
  • Kreizenn Unframed Thinking (CUT), kentañ Ensavadur Studioù araokaet lañset en ur skol kenwerzh.

5 kreizenn enklask a labour war sujedoù a-vremañ.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gounezvouederezh (AGR)
  • Embregerezhioù sturiet gant an IA (AI)
  • Merañ ar chadenn pourchas glas, niverel ha troet war ar goulenn (G3M)
  • Adsoñjal en aozadur an amzer-da-zont (RTO)
  • Marc'hadoù arc'hant ha disoc'hoù an embregerezhioù (FMCO)

Ur Ment etrevroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 85% eus ar gelennerien hag 1 studier diwar 2 zo a orin n'int ket gall
  • 100 broadelezh a zo war ar c'hampus
  • Programmoù kelennet e saozneg
  • Kevredigezh an Alumni : Kevredigezh Alumni RSB a genlabour a-dost gant embregerezhioù etrevroadel a-drugarez da rouedad ar skolidi kozh (ouzhpenn 25 000 a izili e ouzhpenn 100 bro !).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]