Skol-Uhel Kenwerzh Roazhon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Logo ESC Rennes.jpg

Skol-Uhel Kenwerzh Roazhon (Ecole Supérieure de Commerce de Rennes e galleg, ESC Rennes School of Business e saozneg) a zo ur skol-uhel vreizhat eus management, bet krouet e 1990. Eil skol management e Breizh eo, war-lerc'h Audencia Naoned.

E kreiz-kêr Roazhon emañ, e-tal Kambr kenwerzh ha greanterezh Roazhon. ESC Rennes School of Business a zo ur gevredigezh eus al lezenn 1901.

Ur skol etrebroadel[kemmañ]

Ezel eo eus Kuzuliadeg ar Skolioù Bras, kinnig a ra ESC Roazhon stummadurioù management liesseurt ha klok. Kretadennoù etrebroadel he deus bet ar skol : gant ministrerezh c'hall an deskadurezh uhel hag en enklask, ar gretadenn EPAS gant an EFMD (European Fondation for Management Development) evit he frogramm Grande Ecole, gant an Open University eus Breizh-Veur, ar pezh a laka anezhi an aotre da reiñ diplomoù doubl angl-ha-saoz.

Ezel eo ar skol eus an EFMD (European Foundation for Management Development) hag an AACSB (Association to Advance Collegiate Schools of Business).

Ur spered etrebroadel a gaver e Skol kenwerzh Roazhon, ar pezh a weler dre meur a zra :

  • ouzhpenn 40 broadelezh e-touez ar studierien
  • 80% eus ar gelennerien a zo a orin etrebroadel
  • ouzhpenn 500 studier a zeu da studiañ e framm kevelerezhioù gant 147 Business school er bed
  • ouzhpenn 20 kevelerezh doubl er bed
  • ouzhpenn 147 sko-veur gevelerez
  • al lodenn vrasañ eus ar programmoù a vez graet e saozneg

Programmoù[kemmañ]

Programm Grande Ecole[kemmañ]

Ar programm Grand École a ginnig d'ar studierien ul live bak+2 ganto ur stummadur a live uhel e management e 3 bloaz. Mont a ra eus diazezoù ar management e kentañ bloaz betek en em arbennikaat dre ar gennad pe ar gefridi e trede bloaz (8 dibab a zo).

Bachelor[kemmañ]

An IBPM, International Bachelor Programme in Management, ur programm goude ar vachelouriezh, a stumm Field managers e tri bloaz. Ar managered oberiant-mañ a zo o c'hefridi lakaat e pleustr strategiezh an embregerezh war an dachenn. Bevañ a reont meur a brantad : dizoleiñ an embregerezh, bezañ stummet er skol, bezañ un deskard a bep eil (skol/embregerezh), studiañ en estrenvro.

Programm Postgraduate[kemmañ]

ESC Rennes School of Business a ginnig programmoù etrebroadel trede kelc'hiad. Padout a reont 18 miz gant 6 miz staj en embregerezh.

Roet e saozneg penn da benn, an 8 Master of Arts ha Master of Science a zo evit ar studierien vreizhat hag estren a live bak+3 a fell dezho kaout ur varregezh e management evit klokaat o stummadur pe en em arbennikaat en ur gennad bennak.

Executive Education[kemmañ]

Executive MBA an ESC Rennes School of Business a zo etrebroadel-tre : 80 % eus ar gelennerien-enklaskerien a zo estren, 40% eus an dud a kemer perzh ivez, hag e vez desket pep tra e saozneg. Bezañ ul levier efedusoc'h eo e bal. Studiet eo pep diskiblezh ar management : strategiezh, marketing, skiant an arc'hant, koskor.

Ar mikroembregerezhioù[kemmañ]

E-barzh an 22 vikroembregerezh a zo, ur statud kevredigezh lezenn 1901 ganto, deskiñ a reont ar studierien da labourat a-gevret, da verañ ha da ziorren raktresoù en un endro rak-micherel.

Mikroembregerezhioù e servij an embregerezhioù hag ar studierien

  • Burev ar skolidi : buhez ar studierien
  • Rennes Job Service : kevredigezh interim ar skol. An embregerezhioù hag ar studierien a ya e darempred an eil gant egile evit kinnig implijoù a-wezhiadoù.
  • Bretagne Conseil : Junior-Entreprise an ESC Rennes School of Business.
  • Well Come : Burev ar studierien etrebroadel

Mikroembregerezhioù ar sevenadur hag an arzoù

  • Burev an Arzoù : brudañ an arz hag ar sevenadur e-barzh ar skol
  • dESCibel : mikroembregerezh ar sonerezh
  • Warlock : mikroembregerezh ar c'hleweled

Mikroembregerezhioù an darvoudoù

  • Apogée : aozañ Gala ar bloaz ar skol, ha kizidikaat an dud ouzh skiant ar gwin hag ar boued.
  • Fast Rennes : aozañ darvoudoù tro-dro sport ar girri.
  • PUMA : brudañ ar skol d'al liseidi ha d'ar studierien, aozañ ar genstrivadeg Négociales e Roazhon.
  • 4L Trophy : aozañ ha kemer perzh e darvoud kentañ ar studierien war dachenn ar sport hag an denegour en Europa.
  • Ren’Events : an darvoudoù sport.

Mikroembregerezhioù denegour

  • Opera: sikour al liseidi barrek met a orin izelek da vont e-barzh ar Skolioù Uhel.
  • Sup de coeur : mikroembregerezh denegour ar skol.
  • Ter n co : kizidikaat ouzh an diorren padus

Mikroembregerezhioù ar gazetennerezh

  • Chouch’renneS : embann sturlevr an titennoù e Roazhon
  • imPRESSive : mikroembregerezh a zo e bal brudañ ar c'heleier e-touez ar studierien ha kas anezho da skrivañ warno.

Mikroembregerezhioù ar sport

  • BDS (Burev ar Sportoù) : merañ an holl sportoù graet gant ar studierien.
  • Océania : mikroembregerezh evit bageal dre lien
  • IRO : Intercontinental Raid Organisation, mikroembregerezh ar sportoù direizh pe amc'hiz.

Kevredigezh an Alumnied[kemmañ]

Kevredigezh an dud bet studier e Skol kenwerzh Roazhon eo. 4000 int anezho, en o zouez e kaver Laurent Claquin (Rener atebegezh sokial hag an endro ar Strollad PPR, Rener kabined François-Henri Pinault hag ezel ar c'homite seveniñ), Thibaut Gemignani (Penrener hag ezel kuzul-ren Adenclassifieds), David Barillot (e karg eus ur gennad el leti Georges V e Pariz), Richard Pinabel (skoazeller eil-prezidant marketing L'Oréal), Maxime Delauney (gwazour arzel Charlotte Gainsbourg, Sinclair, Sylvie Vartan) ha Laurent Dubois (Pennrener Nissan).

Liammoù diavaez[kemmañ]

(fr) (en) Lec'hienn ofosiel