Audencia Naoned

Eus Wikipedia

Audencia pe Audencia Naoned, bet anvet Skol uhel kenwerzh Naoned-Atlantel betek 2000 (École supérieure de commerce de Nantes-Atlantique - ESCNA), a zo ur skol uhel kenwerzh krouet e 1900. Kentañ skol management e Breizh eo, dirak Skol-Uhel Kenwerzh Roazhon. Frank Vidal eo he fennrener abaoe ar 1añ a viz Genver 2011.

Merañ a ra ivez Sciencescom (skol ar c'hehentiñ hag ar mediaoù) ha Skol Atlantel ar C'henwerzh abaoe 2010. Krouet he doa er memes bloaz ar c'hengevredad Nantes Atlantic Management & Technology, asambles gant Skol kreiz Naoned ha Skol ar minoù Naoned, evit harpañ obererezhioù enklask, raktresoù ijinour-manager ha diplomoù kengroaziet etre o frogrammoù.

Istor ar skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1900 e voe diazezet Skol Uhel Kenwerzh Naoned, ha betek 1970 e oa lec'hiet e lec'h m'emañ Muzeom istor naturel Naoned bremañ. Dilojañ a rae goude war kampus ar Porzh Bihan e norzh kreiz-kêr Naoned war 23 000 m2 e-tal kevrenn al lizhiri Skol-Veur Naoned ha Skol kreiz Naoned. Burevioù he deus ivez e Pariz ha Shanghai.

Cheñch a ra he anv e 2000 evel e ra skolioù kenwerzh all. AUDENCIA a zo savet diwar daou c'her latin audientia (selaou) ha audacia (hardizegezh).

  • 1900 - krouet e oa Skol Uhel Kenwerzh gant kêr Naoned, straed Voltaire
  • 1968 - krouet e oa sindikad kemmesk merañ ar Skol (Kêr, Kuzul Departamant, KKG)
  • 1970 - ESC Naoned a yae eus kreiz-kêr d'he lec'hiad a vremañ, hent ar Jonelière war kampus ar Porzh Bihan
  • 1979 - diplomoù doubl Master of Business Administration (MBA) kevelet gant skolioù-meur norzh-amerikan
  • 1985 - ESC Naoned a zeue da vezañ ezel ha diazezer Urzh Skolioù Management Kuzuliadeg ar Skolioù Bras
  • 1989 - krouet e oa Skol-Uhel an Darempredoù Etrebroadel (IRI)
  • 1990 - digor e oa Master European Management Programme (EMP)
  • 1991 - krouet e oa ar rouedad European Network of Business Schools (ENBS)
  • 1992 - digor e oa Mastère Spécialisé Management Compétence Internationale (MCI)
  • 1995 - dont a rae da vezañ ezel eus kengevredad Euro*MBA, program european pellgelenn evit sternerien er vuhez vicherel skiant-prenet ganto.
  • 1998 - kretadenn EQUIS roet d'ar skol gant European Foundation for Management Development (EFMD)
  • 2000 - krouet e oa kevrenn etrebroadel emezelet eus Audencia Naoned
  • 2003 - digor e oa Egorenn Boutin an Embregerien (ECE)
  • 2004 - kretadenn gant an AACSB
  • 2005 - kretadenn AMBA evit daou MBA Audencia (Full-time ha Executive Part-time)
  • 2010 - diazezet e oa NaTech[1] kengevredad asambles gant Skol kreiz Naoned ha Skol ar minoù Naoned

Mont en-dro ar skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Audencia a zo ur gevredigezh eus al lezenn 1901 meret gant ur sindikad kemmesk (Kêr, Kuzul Departamant, Kambr Kenwerzh ha Greanterezh). Kinnig a ra programmoù management a bep seurt : bacheloroù, ur programm skol veur, masteroù war dachennoù resis, MSoù etrebroadel, MBAoù ha stummadurioù dibaouez.

Audencia Naoned he deus enframmet en ur mod ofisiel d'ar 1añ a viz Gouere 2010 skol kehentiñ Naoned Sciencescom ha Skol atlantel kenwerzh (École atlantique de commerce) a ginnig programmoù goude ar vachelouriezh e 4 bloaz.

Ar renerien a zo bet :

  • Aïssa Dermouche (1989 - Genver 2004)
  • Jean-Pierre Helfer (Mezheven 2004 - Kerzu 2010)
  • Frank Vidal (adalek Genver 2011)

Ar stummadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savadur Audencia war kampus ar Porzh Bihan.

Evit bezañ degemeret e kentañ bloaz eo ret tremen ur genstrivadeg d'ar studierien o deus graet ur c'hlas embrientiñ ouzh ar skolioù uhel. E 2010 e oa degemeret 415 plas evit tost da 7000 den war ar renk. Un doare all a zo da vont e-barzh ar skol : gallout a ra ar re o deus ul live bak+2 pe bak+3 tremen ur genstrivadeg all evit mont end-eeun en eil bloaz. E 2010 e oa 120 plas evit 1548 den war ra renk.

Kinnig a ra ar skol 17 stummadur mui programmoù stummadur dibaouez a bep seurt :

  • Audencia Grande École
  • Master arbennikaet management aozadurioù ar sport
  • Master arbennikaet management hollek prenañ ha supply chain
  • Master arbennikaet management ha barregezhioù etrebroadel
  • Master arbennikaet marketing, dezign ha krouiñ
  • Master arbennikaet koskor
  • Master arbennikaet skiant an arc'hant, riskloù ha kontroll
  • European Management Programme (Master)
  • International Master in Management
  • Master of Science supply chain and purchasing management
  • Programm Europat Management ar c'hehentiñ hag ar mediaoù Sciencescom
  • Bachelor eus Sciencescom
  • Bachelor eus Skol Atlantel ar C'henwerzh
  • Audencia international Master of Business Administration
  • Audencia executive MBA
  • Audencia corporate MBA
  • Euro*MBA (e-learning)
  • Audencia MBA in International Sports Management[2]

Sinet he doa ar skol he emglev akademiek kentañ gant ur skol-veur estren e 1972. Emglevioù he deus bremañ gant 120 ensavadur er bed.

Spered ar skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar youl zo gant Audencia kaout ul live akademiek a-feson, setu perak e tuta kelennerien a zo danvez doktored. Broudañ a ra ivez an enklask e touez he c'hoskor kelenn. Pouezañ a ra en he dibab war ar sevenadur er management.

An digoradur war an estrenvro a zo a-bouez ivez. Bet e oa Audencia ar c'hentañ skol a ranke he studierien chom en estrenvro er bloavezhioù 80 dre kevelerezhioù kreñv da gentañ gant Norzhamerika ha goude gant kornioù all ar bed.

Rankout a ra studierien ar programm "Grande École" dibab kentelioù sevenadur hollek. Aozañ a ra ingal ar gevredigezh Isegoria[3] prezegennoù gant pennoù bras bed ar mennozhioù.

An divezouriezh a zo deuet war wel ivez. Krouet eo bet ur gador-gelenn diwar-benn atebegezh sokial an embregerezh[4]. Broudañ a ra ar programm Brio[5] ar studierien evit ma skoazellfe skolidi hag o deus diaezamantoù er skol. Ne vez ket kavet kement-se er skolioù kenwerzh gall.

Ar sport en deus ivez ur plas braz. Bet eo Audencia e-pad pell ar skol nemeti he doa lakaet sport e-barzh ar studioù. Aozet e vez bep bloaz gant he studierien Triathlon Ar Baol, ur mare kreñv eus buhez ar skol. Bez zo ivez ar MOS, ur master e management aozadurioù ar sport ha ne vez ket kavet kalz e lec'h all en Europa.

Tud bet studier e Audencia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e oa kevredigezh ar studierien bet e Audencia Naoned e 1912. Anvet eo Réseaudencia bremañ. En o zouez e kaver Patrick Mareschal politikour breizhat, Jean Arthuis senatour gall, Mansouri Ben Ali politikour eus Maroko, Hervé Gaschignard eskob, Mathieu Guihard rener Skol-Uhel Ar Vro, Yves Lainé.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(fr) (en) (si) Lec'hienn ofisiel