Matilda Flandrez

Eus Wikipedia
Ar Rouanez Matilda e Pariz, e Liorzh al Luxembourg.

Matilda Flandrez, ganet war-dro ar bloavezh 1031 hag aet d'an anaon d'an 2 a viz Du 1083 e Caen, a oa pried Gwilherm an Alouber, dre-se e oa deuet da vezañ dugez Normandi ha rouanez Bro-Saoz.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas e 1050 pe e 1051 e Rouen da Gwilherm Iañ . Eizh pe nav bugel o doa bet, pevar mab ha peder pe bemp merc'h[1] :

  1. Roparzh (1051/52-1134), anavet e galleg evel Robert Courteheuse (Berr-e-heuz), dug Normandi (1087-1106), dimezet da Sibylle de Conversano. Bac'het e voe adalek 1106 ;
  2. Adélise (pe Adelida) († a-raok 1113), ar verc'h henañ, aet da leanez da Saint-Léger de Préaux, marteze goude klasket dimeziñ meur a wech hag en aner,[2]  ;
  3. Cécile († 1126), aet da leanez da abati Itronezed Caen e 1066, graet ganti he gouestloù en 1075, aet da abadez en 1113 ;
  4. Richarzh Normandi (v. 1058-69/1074), aet da veleg e Caen en 1066. Lazhet er chase ;
  5. Gwilherm (war-dro 1060-1100), roue Bro-Saoz war-lerc'h e dad, adal 1087 betek 1100 ;
  6. Constance († 13 a viz Eost 1090), dimezet da Alan IV, dug Breizh ha kont Roazhon, en 1086 ;
  7. Adela Bro-Saoz, pe Adèle Bleaz (war-dro 1067 – 1137), dimezet war-dro 1080/1085 da Étienne-Henri; mamm Steven Bro-Saoz
  8. Herri (war-dro 1068/69-1135), roue Bro-Saoz war lerc'h e vreur Gwilherm (1100-1135), ha dug Normandi (1106-1135), dimezet meur a wech ;
  9. Matilda († war-dro 1113), meneget en Domesday Book, met n'eo ket meneget gant Orderic Vital na gant Guillaume de Malmesbury. Meneget evel merc'h an Alouber e mortuaj Saint-Niçaise Meulan[3] ;

Diskred zo war[4] :

Hervez oberourien zo, e vefe Agathe ha Mathilde ur verc'h hepken, ha n'eo ket div.

Liammoù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Elisabeth van Houts, « Matilda (d. 1083) », Oxford Dictionary of National Biography, Oxford University Press, sept. 2004.
  2. Elisabeth van Houts, « Adelida (d; before 1113) », Oxford Dictionary of National Biography, Oxford University Press, 2004.
  3. Medieval Lands [1]
  4. Elisabeth van Houts, « Matilda (d. 1083) », Oxford Dictionary of National Biography, Oxford University Press, sept 2004;
  5. Elisabeth van Houts, « Matilda (d. 1083) », Oxford Dictionary of National Biography, Oxford University Press, sept 2004;
  6. Medieval Lands.