Gwilherm II (Bro-Saoz)

Eus Wikipedia
Ur pennad Gwilherm II zo ivez.

Gwilherm II, lesanvet ar Ruz, eil mab Gwilherm an Alouber, ganet war-dro 1060, a voe roue Bro-Saoz war-lerc'h e dad, eus 1087 betek 1100.

Stourm a eure ouzh e vreur henañ Robert Courteheuse, ha n'en doa bet nemet dugelezh Normandi digant o zad. En 1096, pan eas Roparzh d'ober kentañ brezel ar groaz e teuas a-benn da lakaat e grabanoù war dugelezh e vreur, met mervel a reas dre wallzarvoud pevar bloaz goude, ma voe paouezet trumm gant unavanidigezh an div stad.

Buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Heñvelrevad marteze e oa Gwilherm. Ne fellas ket dezhañ dimeziñ, serc'h ebet n'en doe, na bugel ebet. Hervez Orderic Vital « n'en devoe pried ebet hervez al lezenn. Met, hep kaout e walc'h gwech ebet, e likouas muiañ ma c'hallas hag en devoa darempredoù hudur ».

En e raok:
Gwilherm an Alouber
Roue Bro-Saoz

1087 - 1100
War e lerc'h:
Herri Iañ