Mathieu Kérékou
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Benin |
Anv e yezh-vamm an den | Mathieu Kérékou |
Anv-bihan | Mathieu |
Anv-familh | Kérékou |
Deiziad ganedigezh | 2 Gwe 1933 |
Lec'h ganedigezh | Kouarfa |
Deiziad ar marv | 14 Her 2015 |
Lec'h ar marv | Cotonou |
Pried | Marguerite Kérékou, Béatrice Lakoussan |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker, milour, statesperson |
Karg | President of Dahomey, Prezidant, President of the Republic of Benin, President of the Republic of Benin |
Strollad politikel | People's Revolutionary Party of Benin |
Relijion | evangelism |
Grad milourel | jeneral brigadenn, soudard |
Prizioù resevet | Order of Merit of Benin |
(Ahmed) Mathieu Kérékou (ganet d’an 2 a viz Gwengolo 1933 e Kouarfa, nepell diouzh Natitingou e departament Atakora, ha marvet d'ar 14 a viz Here 2015 e Cotonou) zo bet Prezidant Benin (bet Dahomey) etre ar 26 a viz Here 1972 hag ar 4 a viz Ebrel 1991.
E 1974 e lakaas degemer ar varksouriezh-leninouriezh da ideologiezh ar gouarnamant ha krouet e voe gantañ Strollad dispac'h poblek Benin, evel ar strollad politikel nemetañ er vro. E 1975 e voe kemmet anv ar vro, a oa Republik Dahomey, evit dont da vezañ "Republik Pobl Benin". Goude ar manifestadegoù pobl liammet ouzh diskar moger Berlin avat ez asantas Mathieu Kérékou e vefe aozet ur c’hendiviz broadel evit sevel ur vonreizh evit ar vro. Da vare dilennadegoù ar prezidant e 1991 e voe trec’het gant Nicéphore Soglo.
Goude-se ez eas ar galloud gantañ en-dro da-heul dilennadegoù demokratel ar 4 a viz Ebrel 1996 hag adarre e miz Meurzh 2001. E 2006, e dibenn e zileuriadur, ne c’hallas ket en em lakaat war ar renk ken, abalamour m'eo merket e bonreizh ar stad ne c'hall ket tud en tu-hont da 70 vloaz mont war ar renk. En enep da voazioù pennoù ar stadoù afrikan all ne voe ket kemmet ar vonreizh gant Mathieu Kérékou evit ma c'hallje bezañ dilennet en-dro da brezidant.
- Amzer e penn ar vro : 26 Here 1972 – 4 Ebrel 1991 • 4 Ebrel 1996 – 5 Ebrel 2006
- Prezidanted a-raok : Justin Ahomadegbé (gwech kentañ) ; Nicéphore Soglo (eil gwech)
- Prezidant war-lerc’h : Nicéphore Soglo (gwech kentañ) ; Yayi Boni (eil gwech)
Prezidanted Benin |
|||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
|