Sourou-Migan Apithy

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Sourou-Migan Apithy e 1958

Sourou-Migan Apithy (8 a viz Ebrel 1913 - 3 a viz Kerzu 1989) a oa ur politikour eus Dahomey (Benin hiziv) ha prezidant ar vro e 1964-65.

Lakaet e voe e penn Dahomey d'ar 25 a viz Genver 1964 gant Christophe Soglo met d'ar 27 a viz Du 1965 e voe distroadet gant hemañ. Mont a reas en harlu da Vro-C'hall ha distreiñ d'e vro e 1970 ma voe en triad prezidanted (gant Hubert Maga hag Ahomadegbé-Tomêtin) a zlee ren Dahomey pep hini d'e dro. A-raok na deufe e dro (sañset e 1974-1976) e voe aozet un taol-Stad gant Mathieu Kérékou e miz Here 1972. Bac'het e voe Apithy ha dieubet e 1981. Mont a reas neuze da chom da Vro-C'hall ma varvas e Pariz d'an 3 a viz Kerzu 1989.