Maurice Kouandété

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Maurice Kouandété (22 a viz Gwengolo 1932 - 7 a viz Ebrel 2003) a oa ur soudard eus Dahomey (Benin hiziv), bet e penn ar Stad div wech evit prantadoù berrbad.

Kouandété a oa e-touez ar soudarded a zistroadas Christophe Soglo gant un taol-Stad e miz Kerzu 1967. E penn ar Stad e voe neuze d'an 20 hag 21 a viz Kerzu a-raok reiñ plas da Alphonse Alley. Goude bezañ distroadet Émile Derlin Zinsou e voe adarre prezidant ar vro etre an 10 hag an 13 a viz Kerzu 1969.