Martigny (Valais)
Martigny | ||
---|---|---|
![]() Gwel eus kêr. | ||
![]() | ||
Anv alamanek | Martinach | |
Anv gallek | Martigny | |
Anv italianek | Martigny | |
Anv romañchek | Martigny | |
Melestradurezh | ||
Bro | ![]() | |
Kanton | kanton Valais | |
Distrig | distrig Martigny | |
Yezh ofisiel | galleg | |
Niv. OFS | 6136 | |
Kod post | 1920 | |
Maer | Anne-Laure Couchepin Vouilloz | |
(Amzer gefridi) | () | |
Lec'hienn web | http://www.martigny.ch | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 18 301 ann. () | |
Stankter | 733 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelder | 471 metr | |
Gorread | 24,97 km² | |
Kumunioù stok | Vernayaz, Dorénaz, Fully, Charrat, Vollèges, Bovernier, Martigny-Combe, Salvan | |
kemmañ ![]() |
Martigny (alamaneg : Martinach) a zo ur gêr eus Suis, e kanton Valais. Hi eo an eil kêr vrasañ er c’hanton, goude Sion, gant 17 215 a annezidi e miz Kerzu 2013. Emañ e kroashent meur a hent bras etre Italia, Bro-C'hall ha Suis. Unan anezho a gas da Draoñienn Aosta hag unan all da Chamonix e Savoia, en ur dreuziñ an Alpoù.
Pouezus eo an touristerezh hag al labour-douar en tolead, dreist-holl gounezerezh ar gwiniegi.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War lez ar stêr Dranse emañ Martigny
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hen impalaeriezh roman[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- F(orum) C(laudii) A(ugusti) (CIL XVII 2, 120a & 124, 47)
- Foro Claudienses Vallenses (AE 1897,75 & 198,98)
- Octodurenses (Hist. Nat. III, 135)
- Oktodouron (Ptol. II, 12,3)
- Octoduro (It. Ant. 351,5; Taolenn Peutinger)
Impalaeriezh roman izel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- F(orum) C(laudii) A(ugusti) (CIL XII 5525 = XVII, 2, 121, bloavezhioù 305/306)
- F(orum) C(laudii) Val(lensium) (CIL XII 5520 & 5522 = CIL XVII, 2, 111 & 113)
- F(orum) C(laudii) Vall(ensium) Oct(odurus) (CIL XVII, 2, 119)
- Civitas Vallensium id est Octodoro (Not. Gall.)
- episcopus octodorensis, 381 (Sened Iliz Aquileia, Corpus scriptorum ecclesiasticorum latinorum, 82, 3)
- Civitas Octodorensis, 517 (Conc. Gall., II)
- Rufus ... Civitas Octodorinsium episcopus, 541 (ibid.)
- Ecclesia Octorinsium, 549 (ibid)
Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Martiniacum, builh ar pab Aleksandr III eus 18 a viz Meurzh 1163
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Forum Claudii ː ur gêr digor = forlac'h, savet da vare an impalaer Klaod Iñ
- Octodur-Dur- ː eizh lec'h tremen (roudourioù ?, pontoù ? odoù ?)
- Martiniacum ː diwar anv ur familh tost ouzh an eskob[1]
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
"En gul, e leon en argant, o zerc'hel etre e bavioù un horzh en aour"
Ger-ardamez : Le juste sera ferme et sans crainte comme un lion
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet e voe Martigny da vare ar Romaned el lec’h ma oa un oppidum galian anvet Octoduron pe Octodurum, gant pobl ar Veragri. Emgannoù a voe e-kichen Octodurum e 57-56 kent JK, etre Romaned an 12vet lejion renet gant Servius Galba hag ar Veragri hag ar pobloù kevredet ganto, an Nantuates hag ar Seduni. War-dro ar bloavezh 47, dindan ren an impalaer Claudius, e voe savet ur gêr roman, anvet Forum Claudii Augusti da gentañ, un anv hag a yeas buan da Forum Claudii Vallensium. Roudoù eus ur amfiteatr roman a c’haller gwelet c’hoazh. Eus an XIIvet kantved eo an anv « Martigny », diwar an anv den Martinus.
Sez eskopti ar Valais betek ar VIvet kantved (pa voe kaset da Sion). Er bloavezh 1033, an eskob Aymon a oa anvet Sedunensis episcopus atque Octodorensis ("Eskob Sion hag Octodurum").
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Maen-bonn roman
- Tour Bâtiaz
- Iliz Itron-Varia ar Maezhioù
- Chapel Bâtiaz
- Maner Ganioz
- Ti Kêr / Maison commune
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Charles Bonnet & Catherine Santschi ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XV. Valais (Civitas Vellensium). De Boccard. 2007
- L. Dupont-Lachenal & Oscar Darbellay : Martigny. de la capitale romaine à la cité moderne. Collection Trésors de mon pays. Editions du Griffon. Neuchatel. 1963
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Charles Bonnet & Catherine Santschi, p. 106