Romañcheg
Neuz
(Adkaset eus Romañchek)
| Romañcheg (Rumantsch) | |
|---|---|
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Suis |
| Rannved : | Grischun |
| Komzet gant : | 60 816 (2000) |
| Renkadur : | goude 100 |
| Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek
|
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | Suis |
| Akademiezh : | - |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | rm |
| ISO 639-2 | roh |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | ROH |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Ar romañcheg zo ur yezh romanek e skourr ar yezhoù retoromanek. Kar eo d'al ladineg (komzet e Su Tirol, Trentino ha Veneto) ha d'ar friouleg (komzet e Frioul). Ur statud ofisiel zo gantañ e kanton Grischun e Suis.
War zigresk eo bet niver ar romañchegerien abaoe pell, ken m'emañ ar yezh en arvar da vont da get, daoust dezhi bezañ bet anzavet evel unan eus yezhoù broadel Suis e 1938.
- Rannyezhoù
Pemp rannyezh zo :
- ar sursilvan (13 879 mammyezher) ;
- ar vallader (5 138 mammyezher) ;
- ar puter (2 343 mammyezher) ;
- ar surmiran (2 085 mammyezher) ;
- ar sutsilvan (571 mammyezher).


