Marcel Ropars
Marcel Ropars (Marsel Roparz), ganet e 1926 e Poullaouen ha marvet d'ar 26 Genver 2023, a oa unan eus saverien ar sonerezh hengounel en doe anavezet en e barrez c'henidik. Breur e oa da Loeiz Ropars a adlakaas war wel kanoù ha dañsoù Breizh.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E familh, c'hwec'h bugel enni, a oa troet ouzh ar brezhoneg ha breudeur ar gerent a yeas da skol brotestant kêriadenn ar Gili e Poullaouen, e-lec'h ma veze kustum da ganañ kantikoù brezhonek. Unan eus e eontred, Hervé Ropars, a roas e anv d'ar Strollad Emrenour Breiz e 1927. Levezonet e voe ar familh gant oberiantizoù ar Bleun-Brug a vountas ma vefe c'hoariet Maesaergan Poullaouen e 1936 gant tud yaouank ar gumun, Roparzed en o zouez. Hag ouzhpenn Loeiz ha Marcel e tapas brud o c'hoar Eugénie ivez, o vezañ m'he doe krouet Kelc'h Keltiek Poullaouen.
Mignon e voe da Bolig Monjarret hag e kemeras perzh e krouidigezh Bodadeg ar Sonerion, hag eñ studier e Skol Kenwerzh Pariz, e-pad an Eil Brezel-bed.
E 1946 e krogas gant ar binioù bras hag ar vombard hag ez eas da seniñ gant Kevrenn Brest-Sant-Mark. Pennsoner e teuas da vezañ e 1953.
Labourat a reas en ur bank bras hag e harpas e vreur, Loeiz, da lakaat Al Leur Nevez da vont endro ouzhpenn. E verc'h Gwenola zo bet anavezet evel ensellerez evit ar brezhoneg hag evel telennourez.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean-Noël Potin, À Carhaix, Marcel Ropars, décédé jeudi, laisse une empreinte profonde,. E-barzh Le Télégramme, 29 Genver 2023.
- Marcel Ropars : pilier de la culture populaire bretonne. E-barzh Le Poher, 13-19 Du 2019.