Maesaergan Poullaouen
Maesaergan Poullaouen, pe Bugulgan Poullaouen, pe Pastoral Poullaouen, zo un abadenn c'hoariva e mod misterioù relijiel a veze c'hoariet bep pemp bloaz e Poullaouen. C'hoariet e voe en e bezh evit ar wezh diwezhañ e 1936 diwar atiz ar Bleun-Brug ha dindan an titl Pastoral war guinivelez Jezuz-Christ.
Ur pezh-c'hoariva poblel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hoariet e veze ar pez-c'hoari gant tud ar barrez hag e c'heller krediñ ma voe lakaet ar pouez, dre an titl d'an nebeutañ, war ar vaesaerien a aroueze al liamm etre an istor sakr hag ar vuhez er maezioù. Diwar ur mister relijiel gallek e c'hellfe bezañ bet tennet an doare brezhonek.
Abadennoù anavezet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1910 : leurennet gant Loeiz Sibiril. Roll ar Werc'hez a voe c'hoariet gant Chan Riou
- 1926 : leurennet gant Chan Riou.
- 1933 : leurennet gant Chan Riou.
- 1936 : leurennet gant Chan Riou. Gant harp ar Bleun-Brug e voe lakaet war en ton bras. Darn eus ar familh Roparz a c'hoarias rolloù.
Tammoù priziet mat a voe c'hoariet gant Kelc'h keltiek Poullaouen (krouet gant Eugénie Roparz) e Poullaouen ha da-geñver Gouelioù ar Bleun-Brug, e Kastell-Paol, Kastellin (1953) ha Boulvriag.
Enrolladurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- J.-M. Huitorel, Poullaouen, Histoire et traditions, Impr. M. J. C., 1976, liesskrivet.