Marc'harid Fulup

Eus Wikipedia
Marc'harid Fulup
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanMarguerite Kemmañ
Anv-familhPhilippe Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Eos 1837 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPlûned Kemmañ
Deiziad ar marv14 Gen 1909 Kemmañ
Lec'h ar marvPlûned Kemmañ
Lec'h douaridigezhPlûned Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg Kemmañ
MicherKlasker-bara, marvailher, kaner, collector of fairy tales, Q113952319 Kemmañ
Benveg sonerezhmouezh Kemmañ

Marc'harid Fulup, (Pluned 12.08.1837/Pluned 14.01.1909)

Kanerez ha konterez bet ganet e Koadnizan Pluned. Merc’h e oa da Erwan ar Fulup, kemener, ha da Ivona ’r Mailhod. Dimeziñ a reas, d’ar 06.11.1875, gant Reun Salaun, devezhour. Pirc’hirindourez dre dredeog e oa Marc’harid ha redek bro a rae da gas he feurioù da benn. Lesanvet ivez Godig ar Voñsez, a oa ur baourez, klaskerez-vara, eus parrez Plûned e Treger, hag a ouie kanaouennoù e-leizh, ha kontadennoù, a voe kontet ganti da Fañch an Uhel. Ur sonenrolladenn eus he mouezh war gantennoù-koar zo bet graet gant Frañsez Vallée. A-hervez e vefe bremañ e-kerz Dastum.

Anavezout a rae, daoust dezhi da vezañ dizesk, etre 300 ha 400 kanaouenn.

Kanañ a reas anezho da F.M. an Uhel* da gentañ, eus 1877 da 1889 ha, goude-se, da Anatol ar Braz* adalek 1892. Evel-se e voe saveteet, dastumet ha studiet kalz anezho. Un toullad all eus he c’hanaouennou a voe enrollet gant F. Vallee war sonskriverez-dre-rolloù.

Anaoudegezh a reas Marc’harid, e 1900, gant an itron E. Mosher, un Amerikanez hag a blije kalz Breizh dezhi. Kas a reas ar ganerez ganti d’an holl gendalc’hioù ha gouelioù da lakaat anezhi da ganañ, o furchal dre hec’h envor vurzhudus. Marvet eo moarvat hep bezañ roet deomp an holl werzioù pe sonioù a oa anavezet ganti. Marc’harid Fulup n’he deus bet roet netra da embann. Kredet hon eus avat lakaat anezhi en hor geriadur en abeg d’an harp pouezus roet ganti d ’hol lennegezh-pobl ha d ’an teir c’hanaouenn loreet e Kendalc’h K.B.B.

Gwengamp, e 1900, ha moulet goude-se gant ar gevredigezh.

Kananouennoù brudet : Son ar mewier; Eur plac’h a savaz beure mad; Fransoisig ha Pierik (soniou loreet hag embannet gant KBB).

Oberennoù roet ganti da glevout da Fañch an Uhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Gwerziou Breiz Izel, 1868, gant Fañch an Uhel :

E Contes bretons, 1870, gant Fañch an Uhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Sonioù Breizh-Izel, 1890, gant Fañch an Uhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Kontadennoù ar Bobl, 1870, gant Fañch an Uhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]