María Isabel Spagn
- Meur a vaouez zo bet anvet María Isabel.
María Isabel Spagn (1789 -1848), pe María Isabel de Borbón pe Maria Isabella en italianeg, a oa un infantez spagnol, deuet da vout rouanez an Div Sikilia.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Carlos IV, roue Spagn, ha d'e bried María Luisa de Parma. Brudet e oa da vezañ merc'h da Manuel Godoy, serc'heg he mamm.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Here 1802, pa oa 13 vloaz, e voe dimezet da Francesco Iañ an Div Sikilia, ur gwaz a 25 bloaz, nevez intañvet goude marv e bried Maria Klementine von Österreich (1777–1801) , ha tad d'ur verc'hig anvet Marie-Caroline de Bourbon-Siciles, hag a vo dugez Berry.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Francesco ha Maria Isabel o doe daouzek bugel a zimezas da gement tiegezh roueel a oa en Europa an XIXvet kantved
- Luisa Carlotta: (1804-1844), a zimezas en 1819 d'hec'h eontr, breur d'he mamm, an infant spagnol Francisco de Paula Spagn;
- o mab henañ, Francisco de Asís de Borbón a zimezas da Isabel II , rouanez Spagn;
- Maria Cristina: (1806-1878),
- a zeuas da vout pedervet gwreg hec'h eontr Fernando VII, Roue Spagn, ha breur henañ he mamm, chomet divugel;
- addimeziñ a reas en 1833 da Agustín Fernando Muñoz y Sánchez, dug Rianzares (marvet en 1875), hag eizh bugel o doe;
- Ferdinando: (1810-1859), dug ar Puglie, dug Calabria adal 1825, roue war-lerc'h e dad Ferdinando II e 1830; dimezet div wech:
- en 1832 da Maria Cristina Savoia (1812-1836)
- en 1837 da Maria Theresia von Österreich (1816–1867) ;
- Carlo Ferdinando priñs Capua (1811-1862),
- a reas un dimeziñ morganatek e 1836 gant Penelope Smith (1815-1882), a voe anvet da zugez Marescata; bugale o doe;
- Leopoldo, kont Siracusa: (1813-1860),
- a zimezas e 1837 d'ar briñsez Filiberta di Savoia Carignano (1814-1874), hag ur verc'h dezhe, Isabella, marvet en he c'havell (1838);
- ur verc'h all en dije bet, bastardez, Teresa, markizez Vulcano (1840-1920);
- Maria Antonietta: (1814-1898),
- dimezet d'he c'henderv Dug-meur Toskana Leopoldo II Toskana (1797-1870);
- Maria Amalia (1818-1857),
- dimezet e 1832 da Sebastião Gabriel de Bourbon e Bragança, (1811-1872) Infant Spagn hag Infant Portugal ;
- Maria Carolina (1820-1861),
- dimezet e 1850 da Carlo Luigi di Borbone-Spagna, kont Montemolin (1818-1861), danvez-roue eus skourr ar garlisted;
- Teresa Cristina: (1822-1889), a zimezas e 1843 da Pedro II Brazil, impalaer Brazil;
- Luigi, kont Aquila: (1824-1897),
- dimezet e 1844 da Januária Maria de Bragança (1822-1901), merc'h da Pedro Iañ Brazil, impalaer Brazil, ha c'hoar da Maria II, Rouanez Portugal, ha da Pedro II Brazil.
- Francesco di Paola, kont Trapani: (1827-1892),
- a zimezas e 1850 da Maria Isabella d'Asburgo-Toscana (1834-1901), merc'h d'e c'hoar Maria Antonietta. Tri bugel o doe:
- Leopoldo, marvet da 17 vloaz;
- Ferdinando, marvet en e gavell.
- Maria Antonietta, dimezet d'he c'henderv Alfonso di Borbone-Due Sicilie, kont Caserta, mab d'ar roue Ferdinando II
- a zimezas e 1850 da Maria Isabella d'Asburgo-Toscana (1834-1901), merc'h d'e c'hoar Maria Antonietta. Tri bugel o doe:
Goude marv he fried, d'an 8 a viz Du 1830, María Isabel a chomas intañvez e-pad nav bloaz. Addimeziñ a reas d'ar 15 a viz Genver 1839 da Francesco del Balzo; bugel ebet n'o doe.
Beziet e voe e penniliz Santa Chiara Naplez, ma emañ bezioù rouaned Sikilia.