Mont d’an endalc’had

Agustín Fernando Muñoz y Sánchez

Eus Wikipedia
Ur pennad Muñoz zo ivez.
Ur pennad Sánchez zo ivez.

Agustín Fernando Muñoz y Sánchez (Tarancón, 4 a viz Mae 1808 - An Havr-Nevez, 11 a viz Gwengolo 1873) a oa un ofiser spagnol, kentañ Dug Riánsares ha kentañ Markiz San Agustín, a oa eil pried Maria Cristina an Div Sikilia (1806-1878), Rouanez Spagn ha rejantez Spagn.

Skoaz-ouzh-skoaz gant e bried María Cristina e savas embregerezhioù da aozañ linennoù-houarn en Asturiez ha Bro València hag arc'hant bras a rejont.

Ne oa ket troet gant ar politikerezh ha nac'h a reas kurunenn Ecuador pa deuas pennadurezhioù ar vro-se d'he c'hinnig dezhañ. Gant e vreudeur e reas aferioù gant an tiegezh Rothschild, ar bank Laffitte ha kentañ markiz Salamanca.

Eizh bugel o doe, titlet gant o hanterc'hoar rouanez, Isabel II, etre 1847 ha 1849 :

Mervel a reas en harlu en Havr-Nevez.