Maria Amalia an Div Sikilia
Maria Amalia an Div Sikilia, pe Maria Amalia Ferdinanda di Borbone-Due Sicilie en italianeg (1818-1857) a oa ur briñsez italian eus rouantelezh an Div Sikilia, dimezet d'an infant spagnol Sebastião Gabriel de Bourbon e Bragança.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa en 1818 en Madrid, ma rene hec'h eontr, Fernando VII, roue Spagn abaoe miz Kerzu 1813. Merc'h e oa d'ar priñs italian Francesco, a oa da vezañ roue an Div Sikilia, ha d'e eil pried an infantez spagnol María Isabel Spagn (1789-1848) : ar c'hiz a oa da zimeziñ etre kendirvi, e tiegezhioù Bourboned Spagn ha Naplez, hag o eizhvet bugel e oa. Merc'h-vihan e oa eta da zaou roue: a-berzh e dad, da Ferdinando Iañ an Div Sikilia, ha d'e bried, María Carolina de Austria, ha da Carlos IV, Roue Spagn, ha d'e bried María Luisa de Parma (1751-1819). He daou dad-kozh a oa mibien da Carlos III, Roue Spagn.
Bloaz e oa María Amalia e 1819 pa zimezas he c'hoar henañ, Luisa Carlotta an Div Sikilia (1804-1844), da Francisco de Paula Spagn (1794-1865), kont Cadiz ha breur da Fernando VII, roue Spagn. Unnek vloaz e oa María Amalia e 1829 pa intañvas Fernando ha pa addimezas d'hec'h eil c'hoar, María Cristina (1806–1878), a deuas neuze da vezañ Rouanez Spagn. He breur henañ, Ferdinando (1810-1859), a oa da ren en Div Sikilia war-lerc'h o zad, hag ur c'hoar all, Maria Antonia (1814–1898), a oa Dugez-veur Toskana.
Eured
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da vare eured he c'hoar Maria Cristina da roue Spagn eo e reas Maria Amalia anaoudegezh gant an infant Sebastião Gabriel de Bourbon e Bragança, bet pell o chom en Brazil. Mab e oa d'an infant spagnol Pedro Carlos de Borbón ha d'an infantez portugalat Maria Teresa Portugal, Priñsez Beira. Ne oa ket ur gwaz eus an hoalusañ, met pinvidik-mor e oa, hag e miz Mae 1832 e timezas Maria Amalia da Sebastião Gabriel. Bugel ebet n'o doe.
En amzer-se, pa oa yec'hed ar roue Fernando VII o vont war fallaat, ne rae nemet kreskiñ ar bec'h a oa savet etre harperien ar briñsez Isabel, ha re hec'h eontr Carlos. Div gostezenn a oa er palez, rannet diwar-benn an hêrezh, ha mamm Sebastián Gabriel, troet gant mennozhioù kozh, a oa savet a-du gant he breur-kaer don Carlos na glaske nemet lakaat e grabanoù war ar gurunenn. Pa varvas Fernando VII en 1833 ha pa grogas rejañs ar rouanez María Cristina, c'hoar da Maria Amalia, e voe harluet he mamm-gaer María Teresa hag an holl dud a-du gant an infant Carlos eus Spagn.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas María Amalia da 39 bloaz, en 1857, divugel. he fried ac'h addimezas da María Cristina de Borbón y Borbón (1833–1902), c'hoar-gaer ha keniterv d'ar rouanez Isabel II.