Lecce
Lecce zo ur gêr hag ur gumun e kreisteiz Italia. Pennlec'h Proviñs Lecce eo, e rannvro Puglia.
Brasañ kêr ledenez Salento eo, ur gêr gozh anezhi, hag enni ur skol-veur, kozh ivez. 94 766 a dud zo o chom e kêr[1] ha 430 000 a dud zo o vevañ en tolpad-kêrioù.
Abalamour da builhder ar savadurioù kozh ha kaer enni, Lecce zo bet lesanvet "Firenze ar c'hreisteiz".
Bevañ a ra ar c'horn-bro diwar al labour-douar, diwar gounit olivez ha gwini dreist-holl hag ezporzhiet e vez eoul olivez ha gwin eus kêr Lecce.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ d'ar 1añ a viz Genver 2015