Makor Rishon

Eus Wikipedia

Makor Rishon (מקור ראשון en hebraeg, da lavaret eo "mammenn gentañ") a zo ur gazetenn hebraek pemdeziek a vez embannet e Tel Aviv, en Israel. Lavaret e vez ez eo ur gazetenn ma kaver mennozhioù broadelour, relijiel ha mirour.

Lod brasañ lennerien Makor Rishon a zo koumananterien. War ar sizhun e vez embannet e stumm un tabloid, ha brasoc'h eo ment embannadur an dibenn-sizhun, a vez embannet da Wener. Amnon Lord eo a zo penn ar gazetenn. Ur gazetenner hag ur skrivagner a oar eus ar vicher eo, stagañ a reas ganti pa voe ezel eus Peoc'h bremañ, ha d'ar mare-se e rae war-dro kazetenn sihuniek ar strollad-se, hag a oa anvet Koteret Rashit. Aet eo da get abaoe. Lord a cheñchas mennozhioù goude Emglevioù Oslo. En e bennadoù-stur hag en e bennadoù ec'h embann alies e sav a-du gant Benjamin Netanyahu, evel ma c'hoarvezas da vare dilennadegoù 2006.

Diaesterioù hag adkrouiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude kudennoù ekonomikel e voe adkrouet ar gazetenn e 1999 ha strivet e voe da stabilaat kontoù ar gazetenn ha da greskiñ an niver a lennerien. Embannet e voe ar gazetenn e stumm un tabloid, enni div lodenn : dielfennañ politikel ha pennadoù hir.

E dibenn 2003 e voe prenet Makor Rishon gant Hirsch Media. Hag e 2005 e voe kemmet ar gazetenn : keleier war follennoù bras, ha seizh stagadenn sizhuniek : politikerezh, magazin, armerzh, sportoù, ur magazin evit ar vugale, hag unan all ma kaver sevenadur, lennegezh ha yuzevegezh. Diwar ar 25 a viz Ebrel 2007 e voe adembannet Makor Rishon bemdez. Er memes mare e voe paouezet gant embannadur pemdeziek HaTzofe (perc'hennet ivez gant Hirsch Media) hag e teuas da vezañ ur stagadenn relijiel ouzhpennet da Makor Rishon e-pad an dibennoù-sizhun.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]