Kul al-Arab

Eus Wikipedia


Kul al-Arab (كل العرب en arabeg, a dalvez "An holl Arabed") a zo ur gazetenn arabek sizhuniek a vez embannet en Israel. Krouet e oa bet e 1987.[1] Diazezet eo e Nazaret, hag ar gazetenn arabek eo an hini eo he deus ar muiañ a levezon hag a zo lennet ar muiañ en Israel.[2],[3] 70 implijiad a labour evit Kul al-Arab ha 38 000 skouerenn a vez gwerzhet bep sizhun.[1] Hervez ar BBC ez eo gwelet evel ur gazetenn evit ar gristenien hag a glask tizhout lennerien vuzulman[2] Mont en-dro ar gazetenn a-fet arc'hantaouiñ a zo diazezet war ar bruderezh, hag a-wechoù e vez roet evit netra.[2] Renet eo bet gant ar barzh Samih al-Qasim, hag a zo bepred rener a enor.[1][4],[5],[6]

Hervez ar BBC e c'haller kavout pennadoù a ya a-enep politikerezh Israel hag ar Stadoù-Unanet, hag ivez re all a-enep an Aotrouniezh palestinat ."[2] Fayez al-Shtiwi hag a zo kenberc'henn ar gazetenn a lavar : "Sevel a reomp a-enep tagadennoù ar sponterien hag ivez a-enep an aloubiñ, an diforc'hidigezh hag a-enep nac'h gwirioù Mab-den. Fellout a ra deomp kaout justis sokial hag Arabed lorc'h enno, gant gwirioù kevatal, ha n'eo ket Arabed trec'het."[2]

Krouet e voe gant an ajañs bruderezh al-Bustenai, a veze renet d'ar mare-se gant Mussa Hassadiya. E 2008 e oa perc'hennet 40% eus ar gazetenn gant Mussa Hassadiya, hag ar peurrest eus al lodennoù a oa perc'hennet gant Fayez al-Shtiwi hag "ur strollad tud a afer israelat hag arab."[1]

An embregerezh perc'henn war ar gazetenn a zo ivez perc'henn war ur magazin evit ar maouezed anvet Lady Kul al-Arab, hag ul lec'hienn internet anvet al-Arab, ma teu 45 000 gweladenner an devezh[7],[1] Gant Kul al-Arab e vez sponsoret ivez ur genstrivadeg braventez bep bloaz, ma c'haller gounit 10 000$.[8],[9].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 http://www.haaretz.co.il/hasen/pages/ShArtStEngPE.jhtml?itemNo=981053&contrassID=2&subContrassID=2&title=The%20partnership%20began%20as%20a%20dream%20for%20a%20new%20Middle%20East%27%20%27&dyn_server=172.20.5.5 'The partnership began as a dream for a new Middle East', Yael Walzer, 6 a viz Mae 2008, Haaretz
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 http://news.bbc.co.uk/2/hi/middle_east/4191515.stm The press in Israel, 26 a viz Genver 2005, BBC Monitoring
  3. Laurence Louër To be an Arab in Israel, Columbia University Press, 2007
  4. http://www.nytimes.com/2008/01/07/world/africa/07iht-journal.1.9050013.html TV comedy depicts world of the Arab Israeli Isabel Kershner, 1añ a viz Even 2008, The New York Times
  5. http://www.guardian.co.uk/world/2001/jan/31/israel Boycott call hits Barak's slim poll hopes Suzanne Goldenberg, 31 a viz Genver 2001, The Guardian
  6. http://www.nytimes.com/1993/11/24/world/israeli-arabs-say-plo-pact-is-a-path-to-first-class-status.html?sec=&spon=&pagewanted=2 Israeli Arabs Say P.L.O. Pact Is a Path to First-Class Status, Clyde Haberman, 24 a viz Du 1993-11-24, The New York Times
  7. http://www.haaretz.com/hasen/pages/ShArt.jhtml?itemNo=995206&contrassID=2&subContrassID=2 Ynet is the leading Israeli Internet portal Maayan Cohen - Nathan Lipson, 23 a viz Even 2008, Haaretz
  8. Baruch Kimmerling -Joel S. Migdal, The Palestinian people: a history, Harvard University Press, 2003 http://books.google.com/books?id=6NRYEr8FR1IC&lpg=PA502&dq=%22kul%20al%20arab%22%20beauty&pg=PA502#v=onepage&q=%22kul%20al%20arab%22%20beauty&f=false
  9. http://www.ynetnews.com/articles/0,7340,L-3182510,00.html Druze beauty to make history Roee Nahmias, 12 a viz Du 2005, Ynet