Al-Ittihad
Al-Ittihad (الاتحاد en arabeg, |אל-אתיחאד en hebraeg, a dalvez An unvaniezh) a zo ur gazetenn arabek pemdeziek a vez embannet e Haifa en Israel. Bet eo bet media pouezusañ an Arabed en Israel,[1] perc'hennet eo gant Maki (Strollad komunour Israel), hag hiziv an deiz eo renet gant Ahmad Sa'd, bet dileuriad Maki/Hadash er C'hnesset.[2]
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe e 1944 gant Emile Toma, Fu'ad Nassar ha Emile Habibi.[1] Embannet e voe evit ar wech kentañ d'ar 14 Mae 1944. Habibi a reas war-dro betek 1989[3],[1] Kelaouenn Kevre Dieubidigezh Vroadel Palestina e oa d'ar mare-se.[4] Diwar miz Gwengolo 1945 e voe embannet en anv Kendalc'h al Labourerien Arab.[5] Berzet e voe gant an aotrouniezh vreizhveuriat e miz C'hwevrer 1948, hag adembannet e voe d'an 18 a viz Here 1948. Al-Ittihad a voe ar gazetenn arabek nemeti krouet a-raok krouidigezh Israel hag a gendalc'has goude.[6].
E 1953 e voe embannet ur pennad dael diwarnañ diwar-benn Brezel Korea en Al-Ittihad hag er gazetenn hebraek heñvel anvet Kol HaAm. Israel Rokach, hag a oa ministr an diabarzh, a c'houlennas ma vefe berzet an div gelaouenn e-pad pemzektez. Kaset e voe an afer dirak Lez uhelañ Israel hag ar berzidigezh a voe nullet.[7]
Tra ma kollet ar c'hazetennoù komunour all lodenn vrasañ o lenenrien goude brezel 1956 e teuas a-benn Al-Ittihad da zerc'hel hag e 1961 e voe tizhet en-dro an niver a lennerien a oa bet a-raok ar brezel. E-pad ur pennad e kreskas an niver a lennerien[8]. Ur gazetenn sizhuniek e oa pa oa bet krouet, goude-s e voe embannet div wech ar sizhun, ha bemdez diwar 1983.[1]
E 1988 e voe berzet e-pad ur sizhunvezh diwar urzh ar gouarnamant, c'hwec'h devezh a-raok Devezh an douar[9],[10],[11].
Abalamour da gudennoù argant e voe kaset burevioù ar gazetenn da di ar strollad politikel Hadash e Nazaret, ha goude-se e voent adkaset da Haifa.[1] E 2006 e voe raktreset distreiñ da Al-Hariri Road,[1] met distrujet e voe ar savadur gant ur fuc'hell e-pad brezel Liban.[2]
Hervez a lenner en Haaretz ez eo aet kuit lod brasañ kazetennerien gozh ar gazetenn er bloavezhioù tremenet, peogwir e kave dezho ne oa ket mui liezegezh er gazetenn, met kentoc'h savboent Maki.[1]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 1,5 ha1,6 'The rocket hit the struggle for peace' Haaretz, 8 a viz Eost 2006
- ↑ 2,0 ha2,1 Haifa: Rocket hits anti-war newspaper Yedioth Ahronoth, 7 a viz Eost 2006
- ↑ Palestinian Writers in Israel Boston Review
- ↑ https://archive.today/20120905040404/http://www.marxist.com/MiddleEast-old/arab_jewish_struggles2.html
- ↑ Joel Beinin. Was the Red Flag Flying There?: Marxist Politics and the Arab-Israeli Conflict in Egypt and Israel, 1948-1965. University of California, Berkeley: University of California Press, 1990. pp. 42-43.
- ↑ http://books.google.com/books?id=jKU9r_H1ShcC&lpg=RA1-PA81&dq=al-ittihad%20israel%20only&lr=&client=opera&pg=RA1-PA81
- ↑ Schmidt, Y (2008) Foundations of Civil and Political Rights in Israel and the Occupied Territories GRIN Verlag, p126
- ↑ Joel Beinin. Was the Red Flag Flying There?: Marxist Politics and the Arab-Israeli Conflict in Egypt and Israel, 1948-1965. University of California, Berkeley: University of California Press, 1990. p. 241.
- ↑ http://books.google.com/books?id=Qb7leNBkNwIC&lpg=PA218&ots=Gg7SYIdvBm&dq=al-ittihad%20owned%20hadash&pg=PA217
- ↑ http://books.google.com/books?id=KYPVNdzXUJkC&pg=PA215&dq=al-ittihad+general+strike+1988
- ↑ Dan Fisher : Most instigators of Israel unrest believed jailed, 25 a viz Meurzh 1988, St. Petersburg Times
|