Globes

Eus Wikipedia

Globes (גלובס en hebraeg) a zo ur gazetenn hebraek pemdeziek a vez embannet en Israel. Gouestlet eo d'an arc'hanterezh. En un enklask diwar-benn ar media aozet gant TGI e 2009 e weler ez eo kresket perzh Globes eus 15% dindan bloaz, evit tizhout 4,4%[1]. Kevezerezeh a zo etre Globes ha div gazetenn all : TheMarker (Haaretz) ha Calcalist, embannet gant Yedioth Ahronoth. Lec'hienn internet Globes a voe krouet e 1997.

Notenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. http://www.globes.co.il/serveen/globes/docview.asp?did=1000534102&fid=942 TGI survey shows "Globes" only paper to grow, Li-Or Averbuch, 27 a viz Genver 2010, Globes

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]