M79 (banner-greunadennoù)
| Banner-greunadennoù M79 | |
|---|---|
Ur banner-greunadennoù M79 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Banner-greunadennoù |
| Munisionoù | Greunadennoù 40 × 46 mm |
| Ijiner | Springfield Armory |
| Mare krouidigezh | 1953-1960 |
| Mare produiñ | 1961-1971 (e SUA) |
| Niver produet | War-dro 350.000 (e SUA) |
| Mare implij | Abaoe 1961 |
| Pouez ha muzulioù | |
| Mas (hep greunadenn) | 2,7 kg |
| Mas (karget) | 2,93 kg |
| Hirder | 731 mm |
| Hirder ar c'hanol | 355 mm |
| Perzhioù all | |
| Hed-tenn efedus | 350 m |
| Hed-tenn d'ar muiañ | 400 m |
| Tizh mont e-maez ar c'hreunadenn | 76 m/s |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |

An M79 a zo ur banner-greunadennoù 40 mm bet implijet gant arme ar Stadoù-Unanet e eil hanterenn an XXvet kantved. Lesanvet e oa bet « Thumper » pe « Blooper » dre an trouz a rae pa veze implijet.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa bet evit ma c'hallje an droadegiezh bezañ kreñvoc'h hep bezañ lakaet diaes gant implij ur c'hanol-mortez ponner hag hir da lakaat e plas. Betek deroù ar bloavezhioù 1950, ne oa en arme stadunanat arm da vannañ ebet efedus etre 50 metr (hirder bannañ d'ar muiañ ur c'hreunadenn gant an dorn) ha 400 metr (hed-tenn da nebeutañ ur c'hanol-mortez 60 mm). E 1952 e c'houlennas an US Army un arm gouest da dennañ bannadelloù 40 mm enne danvez-tarzh. Esaeoù a voe kaset evit azasaat ur banner-greunadennoù ouzh fuzuilhoù M1 Garand, met arsanailh Springfield a savas un arm nevez penn-da-benn[1]. An XM79 a voe lakaet da arm ofisiel en US Army d'ar 15 a viz Kerzu 1960, hag e 1961 e voe roet an M79 kentañ (e anv ofisiel) d'ar soudarded da bleustriñ gantañ. Dre ma oa aes da implijout, a fiziañs ha gant un tenn kreñv e voe degemeret mat gant an droadegiezh.
Ar gudenn evit ar soudard e-karg eus an M79 a oa e bouez hag e vent, a nac'he dezhañ da gaout un M79 gant ur fuzuilh-arsailh ouzhpenn. Soudarded 'zo a droc'he un tamm eus e ganol d'e verraat a-benn ma vije skañvoc'h. Gellet a ra an M79 bannañ meur a zoare greunadennoù : moged, tarzh, biroù pe entaner.
Brudet eo bet an arm-mañ abalamour da vrezel Viêt Nam, evel an M-16 pe c'hoazh an M-60. Etre 300.000 ha 350.000 skouerenn eus an M79 a voe produet etre 1961 ha 1971 gant arsanailh Springfield hag embregerezhioù all er Stadoù-Unanet. Kemeret e voe e blas gant ar banner-greunadennoù savet dindan ar c'hanol M203 adalek ar bloavezhioù 1970[1].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gallout a raed implijout an M-79 er c'hoari Battlefield Vietnam kement-mod e Battlefield : Bad Company 2 Vietnam.
- Implijet e vez e kalz filmoù brudet war brezel Viêt Nam, en o zouez Apocalypse Now (1979), Platoon (1986) pe We were soldiers (2002)[2].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Filmig kinnig eus an M79 gant an arme stadunanat (bloavezhioù 1960)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (en) POPENKER Maxim, M79, Modern Firearms (lennet d'ar 15/07/2025)
- ↑ (en) M79 grenade launcher, IMFDB (lennet d'ar 16/07/2025)