M-79

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Banner grenadennoù M-79

An M-79 a vez ur banner grenadennoù 40mm implijet gant al lu Amerikan. Krouet ez eo bet evit reiñ an tu d'an troadegiezh da vezañ kreñvoc'h met hep bezañ lakaet diaes evel gant implij ur mortar hag a zo pounner da fiñval hag hir da lakaet e plas.

Lesanvet ez eo bet « Thumper » pe « Blooper » dre an trouz hag a ra pa vez implijet.

Ar gudenn evit ar soudard e-karg an M-79 a oa ar pouezh ha ment an arm a nac'he dezhañ da gaout un M-79 gant ur fuzuil arsailh ouzhpenn.

Brudet mat ez eo bet an arm 'se dre brezel Vietnam memes-tra 'vit an M-16 pe c'hoazh an M-60.

An tu a zo d'an M-79 da bannañ meur a doareoù grenadennoù reoù: moged, tarzh, biroù pe tan-gwall.

Istor an M-79[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hir ha kasaus da vat ez eo bet krouidigezh ur banner grenadennoù evit ijinourien al lu Amerikan harpet gant produerien armoù ar vro. An XM79 a zo bet lakaet da implij ofisiel gant al lu Amerikan d'ar 15 a viz kerzu 1960. E 1961 ez eo roet ar re gentañ a M-79 war zu ar soudarded d'e c'hourdoniñ. Dre ma z'eo aes da implij, a fiziañs ha gant un tenn kreñv e teu da vezañ deuet-mat gant an troadegiezh.

Soudard Amerikan gant un arm M-79 e-pad brezel Vietnam

Tro-dro d'an M-79[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod soudarded a droc'he tammoù anezhañ d'e veraat a-benn ma vefe lijeroc'h.

Gallout a reer implij an M-79 er c'hoari Battlefield Vietnam kement-mod e Battlefield : Bad Company 2 Vietnam.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]