Luise Henriette von Oranien
Luise Henriette von Oranien, Louise Henriëtte van Nassau en izelvroeg (Den Haag 1627 – Berlin, 1667) a oa ur briñsez izelvroat, kontez Nassau ha merc'h henañ Frederig Herri, Priñs Orañj hag Amalia von Solms-Braunfels. Merc'h-vihan e oa da Wilherm an Tavedeg.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He bugaleaj a dremenas e lez he zad, ar stadthouder. He mamm a glaske un dimeziñ roueel dezhi, ha kaoz a voe ur pennad eus ar roue saoz Charlez II Bro-Saoz.
Ret e voe dezhi dilezel he c'harantez ouzh Henri Charles de la Trémoille, Priñs Talmant, mab da Henry de La Trémoille, ha dimezet e voe da Frederig Gwilherm Iañ Brandenburg (1620-1688), dilenner Brandenburg, e Den Haag e miz Kerzu 1646, da zeiz he 19 vloaz.
A bouez e oa an emglev-se da zilenner Brandenburg abalamour ma oa an Izelvroioù o pinvidikaat hag en devoa ezhomm da gaou to skoazell evit kreskiñ levezon Brandenburg e Pomerania.
Dilennerez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a reas an daou zen yaouank e Kleve e-pad o bloavezhioù kentañ a-gevret ; alese ez ejont da Vrandenburg e 1648.
A-hed he buhez pried e heulias he gwaz hag e veajas etre kêrioù Den Haag, Königsberg, Berlin ha Kleve, e-pad brezelioù hag enselladennoù, e Polonia ha Danmark. Kuzulierez he fried e oa.
Gant he c'henskriverezh da rouanez Polonia e teuas a-benn da lakaat ar vro-se da ober emglev gant Brandenburg ha da anavezout Prusia evel proviñs eus Brandenburg. Lavaret e veze ne oa ket bet biskoazh a zilennerez ken bras he levezon.
Lakaat a reas sevel ur c'hastell e Bötzow, e doare an Izelvroioù, e 1650-52 : Oranienburg e voe anvet. E 1653 e voe kemmet anv kêr en Oranienburg.
Brudet e oa da vezañ speredek, ha madelezhus.
Mibien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h bugel he doe, hogen ne vevas nemet tri mab : Karl Emil (1655–1674), Frederig (1657–1713), kentañ Roue Prusia, ha Ludwig (1666–1687), pried kentañ Ludwika Karolina Radziwiłł.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de) Hans Biereigel : Luise Henriette von Nassau-Oranien Kurfürstin von Brandenburg. Sutton Verlag, Erfurt 2005 (ISBN 3-89702-838-7)