Ludwika Karolina Radziwiłł

Eus Wikipedia
Ludwika Karolina Radziwiłł

Ludwika Karolina Radziwiłł pe Liudvika Karolina Radvilaitė e lituaneg (1667 – 1695), a oa ur briñsez eus Dugelezh-veur Lituania e Kenunaniezh Pologn ha Lituania , hag ur brotestantez brudet, a oa pried da Ludwig (1666 – 1687), priñs Brandenburg .

Ganet e oa e Königsberg e Dugelezh Prusia en tiegezh Radziwiłł, un tiegezh protestant kalvinat eus Lituania. Merc'h pennhêrez e oa da v-Bogusław Radziwiłł, a legadas dezhi kestell Biržai ha Dubingiai

He buhez a dremenas e Berlin ha Königsberg, met evezh a daole kenañ ouzh he douaroù en dugelezh-veur. Arc'hantiñ a reas an embann levrioù e lituaneg, evel hezad, hag ar Pradzia pamoksla del mazu Weykialu…, embannet e Königsberg in 1680. Skoazell a roas d'an deskadurezh, krouiñ yalc'hadoù d'ar studierien lituanat war an doueoniezh e Königsberg, Frankfurt (Oder), ha Berlin.

Dimezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech e timezas:

  1. da'r Markgrav Ludwig von Brandenburg (1666-1687), mab da Frederick William, Dilenner Brandenburg.
  2. da Karl III Philipp, Kont Neuburg.

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas e Brieg , ha neuze e voe echuet gant lignez Biržai-Dubingiai Radziwiłł. Hi eo an diwezhañ Radziwiłł a zo bet perc'henn da Kastell Biržai ha Kastell Dubingiai gant an douaroù tro-dro.

Katekiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganti e voe arc'hantet ur c'hatelkiz e lituaneg. An eil levrad testennoù evit ar skolioù e oa, war-lerc'h katekiz Martynas Mažvydas.