Friedrich Wilhelm von Brandenburg
Frederig Gwilherm Iañ Brandenburg, pe Friedrich Wilhelm von Brandenburg en alamaneg (Cölln, 16 a viz C'hwevrer 1620 - Potsdam, 9 a viz Mae 1688), a oa priñs-dilenner Brandenburg. Lesanvet e voe an Dilenner Meur dre ma voe ur politikour ampart. Difenn a reas ar Galvinegezh.
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Markgrav ha Dilenner Brandenburg e oa, ha Dug Kleve, Kont Mark, ha Dug Prusia.
En diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaat a reas sevel ur verdeadurezh wirion, kentañ hini istor Prusia, ha gallout a reas kaout tri forzh en Afrika, daoust da enebiezh ar broioù all, hag Enez Arguin, e Maoritania, a oa unan eus ar re-se. Graet e veze kenwerzh ar sklaved etre Afrika hag Amerika. E 1693 e vo kaset d'an Antilhez gant Brandenburgiz div wech kement a sklaved hag ar Saozon, ha teir gwech kement hag an Izelvroiz. War al listri avat eo heñvel buhez ar vorianed : skourjezadoù, gloaz ha lazh, kastizoù kriz, muturniañ a-wechañ.
En e amzer e kreskas domani an Tiegezh Hohenzollern eus 33150 km² da 112660 km², gant ur milion hanter a annezerien ouzhpenn.
Gant embann Potsdam e 1685 e roas bod d'ar brotestanted c'hall heskinet en o bro, tri mil anezho eus kêr Metz a zeuas da chom da Verlin hag a ziorroas kêr.
Mervel a eure d'an 9 a viz Mae 1688 e Potsdam, ha beziet en iliz-veur Berlin. E vab Frederig III Brandenburg a voe dilenner war e lerc'h, a-raok bezañ anvet da roue evel Frederig Iañ (Prusia) .
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas e Den Haag e 1646 da Luise Henriette von Oranien (1627-1667), merc'h-vihan da Gwilherm an Tavedeg, priñs eus an Izelvroioù. C'hwec'h bugel o doe. Mervel a reas Luise e 1667.
Bloaz goude, e Mezheven 1668, ec'h addimezas Frederig Gwilherm e Gröningen, da Dorothea Sophie von Schleswig-Holstein-Sonderburg-Glücksburg, merc'h da Philipp von Holstein-Sonderburg-Glücksburg ha da Sophie Hedwig von Sachsen-Lauenburg.
Mibien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h bugel o doe Frederig Gwilherm ha Luise, hogen ne vevas nemet tri mab :
- Karl Emil (1655–1674),
- Frederig Iañ (Prusia) (1657–1713),
- Ludwig (1666–1687), pried kentañ Ludwika Karolina Radziwiłł.
Seizh bugel en doe gant Dorothea :
- Philip William (1669–1711),
- Marie Amalie (1670–1739),
- Albert Frederick (1672–1731),
- Charles (1673–1695),
- Elisabeth Sofie (1674–1748), a zimezas da Christian Ernst von Brandenburg-Bayreuth (1644-1712) e miz Meurzh 1703,
- Dorothea (1675-1676),
- Christian Ludwig (1677–1734), a voe kinniget dezhañ Brandenburgische Konzerte Johann Sebastian Bach.