Friedrich Wilhelm von Brandenburg

Eus Wikipedia
Friedrich Wilhelm von Brandenburg, gant e vazh-priñs, harnez-brezel ha mantell poltredet gant Govaert Flinck,
e 1652

Frederig Gwilherm Iañ Brandenburg, pe Friedrich Wilhelm von Brandenburg en alamaneg (Cölln, 16 a viz C'hwevrer 1620 - Potsdam, 9 a viz Mae 1688), a oa priñs-dilenner Brandenburg. Lesanvet e voe an Dilenner Meur dre ma voe ur politikour ampart. Difenn a reas ar Galvinegezh.

Hêrezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Markgrav ha Dilenner Brandenburg e oa, ha Dug Kleve, Kont Mark, ha Dug Prusia.

En diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brandenburg (en roz) o kreskiñ etre 1600 ha 1688).

Lakaat a reas sevel ur verdeadurezh wirion, kentañ hini istor Prusia, ha gallout a reas kaout tri forzh en Afrika, daoust da enebiezh ar broioù all, hag Enez Arguin, e Maoritania, a oa unan eus ar re-se. Graet e veze kenwerzh ar sklaved etre Afrika hag Amerika. E 1693 e vo kaset d'an Antilhez gant Brandenburgiz div wech kement a sklaved hag ar Saozon, ha teir gwech kement hag an Izelvroiz. War al listri avat eo heñvel buhez ar vorianed : skourjezadoù, gloaz ha lazh, kastizoù kriz, muturniañ a-wechañ.
En e amzer e kreskas domani an Tiegezh Hohenzollern eus 33150 km² da 112660 km², gant ur milion hanter a annezerien ouzhpenn.

Gant embann Potsdam e 1685 e roas bod d'ar brotestanted c'hall heskinet en o bro, tri mil anezho eus kêr Metz a zeuas da chom da Verlin hag a ziorroas kêr.

Mervel a eure d'an 9 a viz Mae 1688 e Potsdam, ha beziet en iliz-veur Berlin. E vab Frederig III Brandenburg a voe dilenner war e lerc'h, a-raok bezañ anvet da roue evel Frederig Iañ (Prusia) .

Dimezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas e Den Haag e 1646 da Luise Henriette von Oranien (1627-1667), merc'h-vihan da Gwilherm an Tavedeg, priñs eus an Izelvroioù. C'hwec'h bugel o doe. Mervel a reas Luise e 1667.
Bloaz goude, e Mezheven 1668, ec'h addimezas Frederig Gwilherm e Gröningen, da Dorothea Sophie von Schleswig-Holstein-Sonderburg-Glücksburg, merc'h da Philipp von Holstein-Sonderburg-Glücksburg ha da Sophie Hedwig von Sachsen-Lauenburg.

Mibien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livadur eus e eured kentañ e 1646 gant Johannes Mytens.

C'hwec'h bugel o doe Frederig Gwilherm ha Luise, hogen ne vevas nemet tri mab :

Seizh bugel en doe gant Dorothea :