Loupard koumoulek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Loupard Koumoulek
Neofelis nebulosa.jpg
N. nebulosa
Status iucn3.1 VU.svg
Chalus (VU)
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Neofelis
Anv skiantel
Neofelis nebulosa
Griffith, 1821
Statud CITES  : Cites I.svg Stagadenn I ,
Adwel 01-07-1975
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Al loupard koumoulek (Neofelis nebulosa) a zo ur c'hazh krenn e vent (60 - 100 cm evit 11 - 20 kg) eus gevred Azia. Ur vlevenn bej pe gell sklaer en deus gant damhirgelc'hioù teñval o bevennoù, heñvel ouzh koumoul. En abeg da frammadur e glopenn e renker anezhañ en ur genad ispisial.

Perzhioù fizikel[kemmañ]

Ur c'horf tagos en deus al loupard koumoulek hag an dent-lagad hirañ, e-keñver e vent, eus an holl gizhier. An dra-se a lakaas klaskourien'zo da grediñ e chasee anevaled bras. Hiziv, daoust m'anavezer nebeut a draoù diwar-benn doare-buhez al loen-se, e kreder e hemolc'h anevaled-gwez dreist-holl (evel ar gibboned pe ar makaked) hag un nebeud bronneged bras pe vrasoc'h, kirvi en o zouez, hag evned.

Al loupard koumoulek zo ur pigner peurvat. Ul lost ken hir hag e gorf a c'hell kaout hag e bavioù berr ha gwevn a lak anezhañ da zilec'hiañ er gwez gwelloc'h eget an holl gizhier arall.

Annez[kemmañ]

Tiriad istorel al loupard koumoulek

Al loupard koumoulek a vev e su Sina, e reter Himalaya, e biz India, e gevred Azia hag en Indonezia. Krediñ a reer ez eo aet da get e Taiwan. Bevañ a ra er c'hoadegoù trovanel pe istrovanel betek 2000 metr dreist-holl, met e gavout a c'heller er geunioù-mor hag er pradennoù.

3 isspesad a anavezer :

Emzalc'h[kemmañ]

Mibin tre eo al loupard koumoulek. Er mirvaoù e c'hell chom a-ispilh ouzh ur brank gant e bavioù a-dreñv en ur implijout e lost da virout e blom. Nebeut a draoù a anavezer a-zivout e emzalc'h en natur. Krediñ a reer e hemolc'h oc'h en em lezel da gouezhañ war e breizhoù.

Un aneval-kuzh eo. Krediñ a ra d'ar glaskourien e vev e-unanig estreget da vare amzer ar gouennadur. Daoust d'ar pezh a greder gwechall e hemolc'h e-pad an deiz ivez.

Gouennadur[kemmañ]

Ur wech ar bloaz e vez ganet gant ar parezed etre unan ha pemp kolen goude un dougen a 85 - 93 devezh. Evel kalz kizhier arall eo dall ar re yaouank. Goude dek devezh hepken e c'hellont gwelout ha n'int ket oberiant nemet goude pemp sizhun. Da zaou vloaz e tizhont o oad-gour war a seblant, met dizalc'h ez int goude dek mizvezh.

Er mirvaoù e c'hell al loupard koumoulek bevañ 17 bloavezh. Berroc'h eo e hoali en natur avat.

Diaes eo lakaat anezho da barañ er mirvaoù kar ar pared a lazh alies ar parezed n'int ket boazet outo.

Mirerezh[kemmañ]

N'ouzer ket pegement a louparded goumoulek a chom en natur. Krediñ a reer ez eo aet o niver war zigresk en abeg da zistrujadur o annez ha d'an hemolc'h. War stagadenn I ar CITES emañ.

Liammoù diavaez[kemmañ]