Mont d’an endalc’had

Lou Andreas-Salomé

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lou Andreas-Salome)
Lou Andreas-Salomé
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhReich alaman Kemmañ
Anv-bihanLou Kemmañ
Anv-familhSalomé Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 C'hwe 1861 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSant-Petersbourg Kemmañ
Deiziad ar marv5 C'hwe 1937 Kemmañ
Lec'h ar marvGöttingen Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkidney failure Kemmañ
Lec'h douaridigezhStadtfriedhof Göttingen Kemmañ
PriedFriedrich Carl Andreas Kemmañ
Kompagnun(ez)Rainer-Maria Rilke Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetrusianeg, galleg, alamaneg, nederlandeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridalamaneg Kemmañ
Micherskrivagner, psychoanalyst, skridarnodour, autobiographer, prederour Kemmañ
Tachenn labouressay Kemmañ
Bet war ar studi eSaint Peter's School Kemmañ
Bet studier daSigmund Freud Kemmañ
Levezonet gantFriedrich Nietzsche, Sigmund Freud, Baruch Spinoza Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.psychoanalytikerinnen.de/deutschland_biografien.html#Andreas-Salome Kemmañ

Lou Andreas-Salomé (Louise von Salomé he gwir anv), ganet d'an 12 a viz C'hwevrer 1861 e Sant-Petersbourg ha marvet d'ar 5 a viz C'hwevrer 1937 e Göttingen, oa ur skrivagnerez a orin eus Rusia troet war al lennegezh, ar bredelfennerezh hag ar brederouriezh.

Da 16 vloaz, e 1877

Merc'h e oa da C'hustav Salomé, ur jeneral rus, ur protestant a orin alaman eus ar broioù balt, dezhañ hendadoù protestant gall, met an nazied a embannas diwezhatoc'h e oa ur yuzev finnat. He mamm a oa genidik eus Danmark. Pevar breur he doa. Un deskadurezh uhel a voe roet dezhi d'ur mare ma ne veze ket skoliet uhel ar merc'hed yaouank. Abred-kenañ e lennas oberennoù Kant ha Spinoza. Diwanet eo bet e spered en un aergelc'h romantel. Diwezhatoc'h e tesachas evezh speredoù uhelañ he c'hantved.

Pa oa yaouank-kenañ c'hoazh e kejas gant ar prederour alaman Friedrich Nietzsche. Er bloaz 1882, ar prederour a vagas karantez outi da heul ur veaj a reas ganti hagar prederour alaman Paul Rée (1849-1901). Platonek e chomas ar garantez etre an tri lenneg-se.
Daou graf a oa boutin da Salomé ha Nietzsche, prederiet he doa war dodennoù evel "marv Doue", war ar marv dre vras, troet-kenañ e oa gant an hindouegezh, hag o-daou a oa fall o yec'hed, ur c'hleñved ha ne c'helle bezañ pareet pe gouzañvet aesoc'h nemet dre veajiñ e broioù klouaroc'h o hin evel Italia. Asambles e tremenjont teir sizhunvezh o vont hag o tont en ur brederiañ.

Nietzsche a welas ur varregezh dreist e spered Lou Salomé, met gant emzalc'hioù dic'houzañvus a-wechoù. Elizabeth Nietzsche, c'hoar ar prederour, a lakaas Salomé a-gostez, kuit da Nietzsche dimeziñ ganti. Biken ne bardonas Nietzche kement-se. A-bouez e voe an darvoud-mañ en istor e oberennoù.

E 1887, pa oa Lou Salomé 26 vloaz, ul louzawour damgollet e spered a c'houlennas diganti dimeziñ dezhañ, hag a lavaras en em lazhje mar nac'hfe ar c'hinnig. Asantiñ a reas-hi met ne voe nemet ur vrizhunaniezh. En desped da se, zoken ma oa diboell hag hep ster ebet hec'h eured, e kemeras anv he gwaz.

A-benn ar fin, Salomé a dremenas he buhez o veajiñ en un aergelc'h holleuropat hag o kejañ gant dreist-speredoù. E 1887 e kejas ouzh Rainer-Maria Rilke, a oa 14 vloaz yaouankoc'h egeti. Ar skrivagner a zalc'has roudoù eus Salomé en e spered betek fin e vuhez. Gantañ e veajas-hi e Rusia e 1900. An darempred kreñv-se a badas e-pad tri bloaz, hag an darempred a gendalc'has dre lizhiri betek fin e vuhez. Marteze eo bet Rilke an hini he deus karet evit gwir war ur savboent korfel. Lakaat a reas-hi e anv da cheñch eus René da Rainer, simplaat ha bravaat a reas e zoare da skrivañ, dont a reas da vezañ ur seurt mamm evitañ, hag e vuzenn.
Alies-kenañ e vez gwelet Lou Andreas-Salomé evel ur vaouez a gejas ouzh an dreist-speredoù, met ar sell-se a gas da fall stad un oberenn bersonel dedennus-kenañ. Skrivet he deus romantoù : Ruth (1895), Rodinka (1922) ; arnodskridoù diwar-benn Nietzsche, Tolstoy, Rilke, diwar-benn ar bredelfennerezh, ar wregelouriezh, hag un emvuhezskrif, hag un eskemm-lizhiri ramzel.

Met unan eus an darvoudoù pouezusañ en he buhez e voe, e 1911, he c'hejadenn ouzh Sigmund Freud, pa grouas ar bredelfennerezh. Salomé a zeuas da vezañ mignonez vras da Anna Freud, merc'h Sigmund. Ur c'henskrivañ hir-kenañ a aozas gant mezeg Vienna, ha sikour a reas anezhañ da sevel meizadoù ha damkanioù pouezus. Met ne oant ket a-du diwar-benn ar relijion, un dodenn hag a zedennas Freud e fin e oberenn.