Loargann
Neuz
(Adkaset eus Loargant)
Al loargann, pe loarwenn, pe loargant, eo ar sklêrijenn, ar gouloù taolet gant al Loar war an Douar e-pad an noz. E gwirionez ne deu ket ar gouloù-se eus al loar met eus dasked an heol war al loar. Bez ez eo ivez ar marevezh eus al loariad pa vez gwelet al loar en he c'hann.
Awenet eo bet ar varzhed hag ar sonerien gant al loargann.
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gerioù heñvelster arall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kann al loar
- Sklêrijenn al loar.
- (ar) Sklaer-loar.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Loargann pe loargant? Peurvuiañ e weler, er ger, pe kann, evel e gwenn-kann, pe kant, a dalv kement ha kelc'h. Neuze ivez, kann al loar pe kant al loar?
Oberennoù diwar-benn loarwenn pe loargann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Mondscheinsonate (Sonatenn al Loargann), gant Beethoven.
- Gwelout ivez: