Hobart


Kêr-benn ha kêr vrasañ stad Tasmania eo Hobart. 205 566 a dud a oa o chom eno en 2006.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Unan eus kêrioù koshañ Aostralia eo ivez. Diazezet e oa bet en 1804 gant ar Saozon evit degemer galeourien. Hobart Town a veze graet anezhi er mare-se.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lec'hiet eo Hobart e gevred an enez, war aber an Derwent River, nepell diouzh Mount Wellington (Menez Wellington), dezhañ 1 271 m uhelder.
Tud dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hobart eo kêr c'henidik an aktour Errol Flynn (1909-1959).
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevellet eo kêr Hobart gant: