Lise Sant-Varzhin Roazhon
Deiziad krouiñ | 1669 |
---|---|
Anvet diwar | Martinus Teurgn |
Stad | Frañs |
E tiriad | Roazhon |
Lec'hiadur | Q3413036 |
Daveennoù douaroniel | 48°7′0″N 1°40′44″W |
Sez sokial | Roazhon |
Lec'hienn ofisiel | http://www.lycee-stmartin-rennes.org/ |
Ul lise prevez katolik eo lise Sant-Varzhin Roazhon, anezhañ ul lise hollek ha teknologel. Lec'hiet eo en 31 eus straed Entraven, e kreiz-kêr Roazhon. Anvet eo evel-se en enor da Sant Varzhin Teurgn, hag e-tro 1 400 lisead zo skoliataet ennañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammet eo istor al lise ouzh hini an Eudisted[1] e Roazhon. Lidet eo bet e 350vet deiz-ha-bloaz e 2019.
Menegoù kentañ al lec'h a sav da 1669, 14 vloaz goude ma voe peursavet ti Breujoù Breizh.
Brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lise Sant-Varzhin a grogas da gelenn brezhoneg e 1971 asambles gant liseoù all eus Roazhon, evel lise ar C'horroidigezh, hini Sant-Visant hag hini Sant-Stefan, diwar atiz tadoù brogagour ha kar-o-yezh evel an Tad Kalvar. Paol Kalvez a gelennas ar yezh e Sant-Varzhin da gentañ adalek 1971 ha Kristian Giraudon a sammas ar garg d'e heul.
E-pad pell e voe lidet un oferenn vrezhonek bep sizhun e chapel skolaj Sant-Varzhin er bloavezhioù 1970 betek e-tro 1990, pa zeuas ar veleien vrezhonek da vankout e kêr. Roazhon zo bet evel-se al lec'h nemetañ e Breizh ma veze lidet oferennoù brezhonek bep Sul.
Skolidi gozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kelennerien gozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ernest ar Barzhig
- Kristian Giraudon (danvez : brezhoneg)
- Paol Kalvez (danvez : brezhoneg)
- Tad Kalvar (danvez : fizik ha kimiezh)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Paol Kalvez, Kambr ar Stered, Mouladurioù hor Yezh, 2007, pp. 206-216.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Breuriezh Jezuz ha Maria, bet diazezet e 1643 gant Jean Eudes (1601-1680) e Douvres-la-Délivrandes (Calvados).