Mont d’an endalc’had

Lila Downs

Eus Wikipedia
Lila Downs en Oaxaca e 2005
Lila Downs war ul leurenn e 2007

Ana Lila Downs, anavezetoc'h evel Lila Downs, ganet d'an 9 a viz Gwengolo 1968 en Heroica Ciudad de Tlaxiaco, Oaxaca, e Mec'hiko, zo ur ganerez ha sonaozourez vec'hikan.

Merc'h eo da Allen Downs, filmaozer stadunanat a orin saoz ha skosat, ha da Anita Sánchez, kanerez a orin mixtek. Savet eo bet hanter e California ha hanter en Oaxaca, ha bet e Skol-veur Minnesota.
Pa zistroas da Vec'hiko e teskas gwiadiñ, ha kanañ a reas e tavarnioù Oaxaca. Goude-se e kanas ivez e Philadelphia gant ar soner Paul Cohen, ur saksofonour stadunanat. Kenlabourat a rejont da sevel kanaouennoù ha goude da enrollañ pladennoù. Deuet eo Cohen da vezañ he fried hag he c'huzulier arzel.[1]

E meur a yezh e kan Lila Downs, e spagnoleg hag e saozneg dreist-holl avat, goude ma toug bri d'he gwrizioù ha d'ar pobloù orin mixtek, zapotek, maya ha náhuatl, ha da sonerezh Oaxaca. Oberennoù personel a gan ivez.
Kenlabouret he deus gant Caetano Veloso da sevel sonerezh ar film Frida diwar-benn buhez al livourez vec'hikan Frida Kahlo.

Meur a droiad-kanañ he deus graet e Suamerika, Europa, ha SUA. Pa ne vez ket o veajiñ e vez o chom e Coyoacán, unan eus karterioù Mexico City.

E 2023 e oa bet e Breizh o kanañ, e Kraozon hag e Pempoull.

Klevet e vez o kanañ e meur a film.

  • Lotería Cantada (2006)
  • The Very Best Of El Alma de Lila Downs, enrollet war al leurenn e Madrid (EMI, 2008)

He fladennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]