Life, Liberty and the pursuit of Happiness
Life, Liberty and the pursuit of Happiness ("Ar Vuhez, ar Frankiz ha klask an Eurvad") zo un droienn saoznek vrudet eus Stadoù-Unanet Amerika a gaver e disklêriadur dieubidigezh ar vro. Ar frazenn a ro teir skouer eus gwirioù da viken hag a lavarer int bet roet d'an denelezh gant doue ar Bibl ha fiziet er gouarnamantoù evit difenn anezho [1]. Evel an holl bennaennoù all embannet en Dislêriadur dieubidigezh, an droienn n'eus ket un dalvoudegezh wirel eeun, met servijout a ra evel daveenn hag a chom diazez evit reiñ awen d'ar gournamant.
Orin ha dibab ar gerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disklêriadur dieubidigezh Stadoù-Unanet Amerika a oa bet skrivet gant Thomas Jefferson, ha goude-se e oa bet kemmet gant ur poellgor pemp den ([Committee of Five), a oa savet gant Jefferson, John Adams, Benjamin Franklin, Roger Sherman, ha Robert Livingston. Diwezhatoc'h c'hoazh e oa bet kemmet ha degemeret gant Poellgor an holl (Committee of the whole) an Eil Kendalc'h Kevandirel (Second Continental Congress) d'ar 4 a viz Gouhere 1776. En eil rannbennad kentañ pennad an Disklêriadur Dieubidigezh eo e c'haller lenn an droienn Life, Liberty and the pursuit of Happiness.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ We hold these truths to be self-evident, that all men are created equal, that they are endowed by their Creator with certain unalienable Rights, that among these are Life, Liberty and the pursuit of Happiness. — That to secure these rights, Governments are instituted among Men, deriving their just powers from the consent of the governed. ("Da anat e lakaomp ar gwirionezioù-mañ, eleze ez eo an holl dud krouet kevatal, ez eus bet roet dezho gant o C'hrouer gant lod gwirioù dilamadus, en o zouez ar Vuhez, ar Frankiz ha klask an Eurvad. – Evit gwareziñ ar gwirioù-se, gouarnamantoù zo ensavet e-touez an Dud, o galloudoù reizh o vezañ deveret diouzh asant ar re a zo gouarnet.")