Mont d’an endalc’had

Life, Liberty and the pursuit of Happiness

Eus Wikipedia
Office for Emergency Management. Office of War Information skritell brezel (1941–1945).

Life, Liberty and the pursuit of Happiness zo ur frazenn saoznek brudet eus Stadoù-Unanet Amerika a gaver e disklêriadur dieubidigezh ar vro. Ar frazenn a ro tri skouer eus gwirioù da viken hag a vez embannet da vezañ bet roet d'an denelezh gant ar C'hrouer hag a vez fiziet er gouarnamantoù evit difenn anezho [1] Evel an holl pennaennoù all embannet en Dislêriadur dieubidigezh, ar frazenn n'eus ket talvoudegezh gwirel eeun, met a servij evel daveenn hag a chom diazez evit reiñ awen d'ar gournamant.

Orin ha choaz ar gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disklêriadur dieubidigezh Stadoù Unanet Amerika a oa bet skrivet gant Thomas Jefferson, ha goude-se e oa bet kemmet gant ur C'homite a pemp den, a oa savet gant Jefferson, John Adams, Benjamin Franklin, Roger Sherman, ha Robert Livingston. C'hoazh diwezhatoc'h e oa bet kemmet ha degemeret gant ar C'homite leun eus an Eil Kongress Kevandirel d'ar 4 a viz Gouhere 1776. An eil rannbennad eus ar c'hentañ pennad en Disklêriadur Dieubidigezh eo lec'h ma vez tu lenn an droienn "Life, Liberty and the pursuit of Happiness".

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. We hold these truths to be self-evident, that all men are created equal, that they are endowed by their Creator with certain unalienable Rights, that among these are Life, Liberty and the pursuit of Happiness.--That to secure these rights, Governments are instituted among Men, deriving their just powers from the consent of the governed.