Lezenn Titius-Bode
Lezenn Bode, anavezet ivez evel lezenn Titius-Bode, zo ul lezenn diwar-benn an hed etre ar planedennoù eus Koskoriad an Heol hag an Heol.
Kavet eo bet al lezenn-se gant arsteredoniour alaman Johann Daniel Titius (1729-1796) e 1766 hag embannet gant e genseurt Johann Bode (1747-1826) e 1772. Skinoù kelc'htro ar planedennoù a oa bet jedet dija gant ar matematikour skosat David Gregorie (1659-1708) e penn-kentañ an XVIIIvet kantved.
Eztaol niverek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kemeromp an heuliad : 0, 3, 6, 12, 24... ; pep niver zo an doubl eus an hini diaraok (nemet evit 0 ha 3).
- Ouzhpennomp bremañ 4 da bep niver, evel-se e kavomp 4, 7, 10, 16, 28...
- Ha rannomp anezhe dre dek. A-benn ar fin e kavomp 0,4 ; 0,7 ; 1,0 ; 1,6 ; 2,8...
An niveroù-se a genglot gant an hed etre ur blanedenn eus Koskoriad an Heol hag an Heol.
En ur mod-all :
- Hanter-ahel bras Merc'her : 0,4 ua
- Hanter-ahel bras Gwener : 0,7 ua
- Hanter-ahel bras an Douar : 1,0 ua
- Hanter ahel bras Meurzh : 1,6 ua
War-hed 2,8 ua diouzh an Heol emañ Keres.
Hag all. An heuliad niverel-se a zo roet gant ar formulenn :
Bez' ez eus memestra ur gudenn gant ar formulenn-se : evit kavout hanter-ahel bras Merc'her ec'h eo ret da bezañ par da .
Ali kumuniezh ar skiantourien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al lezenn-se zo degemeret fall a-walc'h gant kumuniezh ar skiantourien dre ma'z eo ul liamm kantouezel etre skinoù kelc'h-tro ar planedennoù eus koskor an Heol.
Ouzhpenn da se, n'eus ket tu da gavout hanter-ahel bras ar blanedenn Neizhan gant ar formulenn. <br| Evit jediñ hanter-ahel bras Neizhan gant ar formulenn ec4h eo ret kemer par da 8. Met gant par da 8 e kaver 38,8 ua padal ez eo hanter-ahel Neizhan par da 30 ua.
Hep displegadenn deorikel ne c'hellomp ket kaout un ali resis diwar-benn al lezenn-se pe unan all hag he defe ar memes roll.