Lev Yachin
Neuz
(Adkaset eus Lev Yashin)
Lev Ivanovitch Yachin (e rusianeg: Лев Иванович Яшин), bet ganet d'an 22 a viz Here 1929 e Moskov (URSS) hag aet da Anaon er memes kêr d'an 20 a viz Meurzh 1990, a oa ur melldroader etrebroadel rusian-soviedat.
Diwaller-pal e bost dezhañ war an dachenn, an hini a voe lesanvet Ar gevnidenn du a zo manet evel ur c'hoarier mojennel en abeg d'ar perzhioù hep o far en devoa diskouezet a-hed e vicher (1950-1970).
Priz Lev Yachin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet eo bet ar Priz Lev Yachin[1] a c'hopr gwellañ diwaller-pal Kib vell-droad ar bed:
- 1994 e Stadoù-Unanet Amerika : Michel Preud'homme Belgia,
- 1998 e Bro-C'hall : Fabien Barthez Bro-C'hall,
- 2002 e Japan ha Republik Korea : Oliver Kahn Alamagn,
- 2006 en Alamagn : Gianluigi Buffon Italia.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Evit abegoù kenwerzhel e oa aet anv ar priz da Vaneg aour adalek 2010.