Diwaller-pal (mell-droad)
- Evit ar sportoù all sellout ouzh diwaller (sport).

An diwaller-pal[1] (anvioù all : diwaller-palioù[2], gward-pal[3], mirer-pal[4], porzhier(Daveoù a vank)) pe, ent-berr, un diwaller[5], eo an den karget da ziwall kaoued e skipailh er c'hoari mell-droad.
Ar gaoued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Toull ar gaoued zo un hirgarrez a 7,32 m a led ha 2,44 m a uhleder. A-drek an toull ez eus stegnet ur roued da virout ouzh ar vell da vont re bell, da chom e-barzh ar gaoued, da desteniañ eo aet e-barzh. E deroù pep c'hoariadenn e rank an tredeog gwiriañ ar roued evit bezañ sur ne c'hallo ar vell tremen nemet etre daou bost an toull bras.
An takad-dic'haouiñ, anezhañ ar gorread ma c'hall an diwaller tapout ar volotenn gant e zaouarn, a ya betek 16,50 m dirak ar gaoued.
Ar c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E pep skipailh mell-droad e vez unnek melldroader, dek o redek war-lerc'h ar volotenn dre an dachenn-c'hoari hag un diwaller dirak e gaoued. Hennezh hepken en deus renk da gemer ar volotenn gant e zaouarn gant ma vo en dachenn tost ouzh e gaoued.
Manegoù a vez gwisket gant an diwallerien peurvuiañ.
Pa vez lakaet ar volotenn er gaoued e vez lavaret eo aet e-barzh, pe aet en toull, hag ur poent a vez roet d'ar skipailhoù seul wech ma lakaont anezhi e-barzh.
Pa dap an diwaller ar vell ha p'he laosk da gouezhañ e c'hall ar c'hoarierien all hec'h adtapout da genderc'hel da c'hoari.
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porzhierien veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ E-barzh Geriaoueg ar vell-droad, TermBret, Ofis ar Brezhoneg, 2002.
- ↑ Geriadur brezhoneg, An Here, 2001.
- ↑ E-barzh Geriaoueg ar vell-droad, TermBret, Ofis ar Brezhoneg, 2002.
- ↑ E. Ollivro, Pikoù mab e dad, Mouladurioù Hor Yezh, 1983 (troidigezh gant Jakez Konan).
- ↑ E-barzh Geriaoueg ar vell-droad, TermBret, Ofis ar Brezhoneg, 2002.