Kaozeal:Diwaller-pal (mell-droad)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

--Trec'hlid mitonet 31 Eos 2010 da 18:30 (UTC)Blaz ar galleg gant Diwaller-palioù? Hastomp mont da zivadeziñ ivez ar pennad saoznek Goalkeeper neuze (yezh orin ar football). War ar marc'had eo e gaou emañ ar ger "mell-droad" e titl nevez ar pennad pa bled ar pennad gant an holl sportoù skipailh.[respont]

Gallout a rez hastañ mont da zivadeziñ ar pennadoù saoznek mar karez, met n'on ket sur eo ur soñj mat, un tamm labour a chom d'ober er pennad-mañ c'hoazh.
Marteze on bet kelaouet fall met techet on da welout er ger saoznek gaol ar ger kaoued, un dra am eus kredet gwelout war un dachenn mell-droad bennak. Ne welan ket petra a ra ar pal nag ar palioù aze, ma ne dremener ket dre ar galleg evel-just, unan eus yezhoù meur ar sport-se. Bianchi-Bihan 31 Eos 2010 da 17:05 (UTC)[respont]
N'eus ger «gaol» (sic) ebet e saozneg, met ur ger «goal» a zo hag a zo bet troet gant "pal, aplud, gwenn" gant R. Delaporte (Elementary English-Breton Dictionary p.53b), hag ar memes tra e kembraeg «gôl: pal (e mell-droad, h.a.)» (Rh. Hincks, Geriadur kembraeg-brezhoneg p. 84a).--Trec'hlid mitonet 31 Eos 2010 da 18:30 (UTC)[respont]
Geus, ur ger "gaol" zo e saozneg (gaol), skrivet "jail" ivez, mes ar ger "goal" an hini a gaver amañ, er ger "goalkeeper" (goal). Ha "pal" eo ster ar ger "goal".
Ar resisadenn "mell-droad" : e meur a sport e kaver ur c'hoarier evel-se (hockey, hand-ball, water-polo...). E Wikipedia-où zo e kaver daou bennad distag : fr:Gardien de but ha fr:Gardien de but (football), en:Goalkeeper ha en:Goalkeeper (association football)... Gallout a rafemp ober heñvel e brezhoneg. -Llydawr 31 Eos 2010 da 19:19 (UTC)[respont]
Skuizh e oa ma fenn un tamm a-benn ma'm boa mesket ar gerioù saoznek gaol (kar d'ar ger gallek "geole", ha skrivet "jail" hiriv) ha goal. Ar re a garo a'm digarezo, ar re all a lakao se war listenn hir ma zorfedoù. Gwir, goal zo pal. Met poan am eus -me bet a viskoazh o lakaat ur volotenn en ur pal, aesoc'h din lakaat anezhi en un toull pe en ur gaoued. Bianchi-Bihan 1 Gwe 2010 da 06:38 (UTC)[respont]
Savet eo ar pennad diwaller (sport) : trugarez da bep hini eus o sikour efedus. Bianchi-Bihan 1 Gwe 2010 da 07:54 (UTC)[respont]

N'on ket bet kendrec'het, na n'on bet, e vefe gwell ur stumm berr eget ur stumm hir. Mat e vije neuze un diwaller-saout, un diwaller-ti, un diwaller-bugale, ha ne vije ket mat diwaller-palioù hag e vije ret ober gant ar stumm berr diwaller hepken evit ar sport? Souezhus-mat evit un holloueziadur. Ouzhpenn-se ne weler ket mat petra a vefe da damall d'an droienn Diwaller-pal(ioù)-se, hag a dro ar saozneg "goalkeeper": "Tennet e vez d'ar pal" evel ma oar an holl (ha neket "d'ar gaoued"), ha Jakez Konan, na oa ket un hanter brezhoneger, a rae gant "mirer-pal" (Pikoù, p.127 ha goude, troidigezh ur c'hrogad mell-droad). Geriadur an Here en deus ur pennger diwaller-palioù; diwaller(-pal), gward-pal eo ar gerioù a vez graet ganto e-barzh Geriaoueg ar vell-droad (TermBret 2002). Perak mont da zistroadañ traoù ken diazezet? Evit lakaat kaoued hag a vije dic'hallekoc'h, sañset? Ouzhpenn ma n'eo ket ar memes live yezh, e vez lavaret ivez e galleg: cage (Hugo Lloris a réussi a garder sa cage inviolée). --Trec'hlid mitonet 1 Gwe 2010 da 16:20 (UTC)[respont]

Kontrol da dud zo, ne gredan ket e vije echu ur pennad goude da unan bennak lakaat ur c'hemm bennak e-barzh. Ha ne welan ket perak ober kement a charre db stumm hir pe verr. Met gwir eo em boa taolet evezh ne rae ket Jakez Konan gant palioù, pa ne wele nemet ur pal: gant daou e vije aesoc'h skeiñ e-kichen an toull moarvat. A-hend-all e kredan e vije mat diwall diouzh pezh a vez kinniget gant TermBret a-wechoù, pa n'ouzer ket a belec'h e teu ; skouer splann (re all zo): Kaozeal:Organeg daskemmet he genoù. Bianchi-Bihan 1 Gwe 2010 da 18:24 (UTC)[respont]
Ouzhpenn mont da heul ar galleg, pe abeg zo d'al liester en anv diwaller-palioù? Bianchi-Bihan 2 Gwe 2010 da 04:32 (UTC)[respont]
(Diwar dremen:Daou bal a zo e-barzh ar c'hoari, hag an den a ya tro-ha-dro en daou.) Lakaat a ran ar stumm leun da bennstumm evel m'eo ar boaz er geriadurioù hag en holloueziadurioù. Da skouer, e-barzh levrioù Jul Gros, e kaver implijoù eus "ar marc'h" evit ober anv eus ar "marc'h-houarn", n'eo ket evit kelo-se e vo lakaet loen Bernard Hinault e-barzh ur pennad "marc'h (divrodeg)". Reiñ a ran daveennoù ivez evit an anvioù all. Ne'm eus ket kavet hini ebet evit "porzhier", da vezañ leuniet eo.--Trec'hlid mitonet 13 Gwe 2010 da 10:30 (UTC)[respont]