Lestrigoned

Eus Wikipedia
Skeudenn gant John Flaxman evit an Odysseia (1810)

Al Lestrigoned pe Laistrygoned (henc'hresianeg : Λαιστρυγόνες Laistrygónes) zo ur ouenn a c'higanted hag a zebre tud, e gwengelouriezh Hellaz. Meneget int dreist-holl en Odysseia gant Homeros, a ra anv eus « al Lestrigoned kreñv, muioc'h ramzed evit tud[1] ». Tremen a reas Odysseüs, haroz ar meurgan, dre o rouantelezh pa oa war e hent d'ar gêr goude Brezel Troia. Debret e oa ar braz eus tud Odysseüs gant ar ramzed a zistrujas ivez unnek eus e zaouzek lestr gant mein taolet diwar an tornaod. Lestr Odysseüs ne voe ket dispennet abalamour ma oa kuzhet en un ouf. [2]

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lestrigoned a-zevri o teuler mein ouzh listri Odysseüs. Livadenn war ur voger eus diwezh ar I kantved.

Goude bezañ kuitaet Troia, Odysseüs

Gant un daouzek lestr bennak a erruas dindan kreñvlec'h roc'hellek Lamos : Telepilos, keoded al Lestrigoned, el lec'h ma weler ar maesaer gervel ar bugul : rak pa zistro unan d'ar gêr ez a unan all kuit hag a respont dezhañ ; un den dilu a c'hounezfe daou c'hopr, unan o peuriñ an oc'hen, egile an deñved gwenn ; rak nes eo hentoù an deiz ha re an noz.[1]. »
(Odysseia, X, 82-86)

Lamos n'eo ket meneget en-dro diwezhatoc'h, marteze e oa saver ar geoded pe marteze anv an enezenn el lec'h ma oa savet. Mont a reas al listri tre en aber gronnet gant tevennoù serzh, gant ul lec'h hepken da dremen etre daou veg-douar. Kas a reas ar gabitened o listri e-barzh hag o eoriañ tost an eil re diouzh ar re all. Odysseüs avat a eorias e lestr er-maez eus an aber.

Kas a reas an haroz diaraogerien a em gavas gant merc'h Antifates (roue an enezenn hag al Lestrigoned). Homañ a roas disaouzan dezhe eus ti he zad met ur wezh erru er palez, ar rouanez a ditouras he fried eus donedigezh ar gouviidi. Hennezh a c'halvas diouzhtu al Lestrigoned a-raok lazhañ unan eus an diaraogerien ha plaouiañ anezhañ. Tec'het a reas ar vartoloded a oa chomet bev, Eüriloc'hos ha Polites, betek o listri, heuliet gant miliadoù a Lestrigoned, galvet gant ar roue, a lazhas un niver bras eus keneiled Odysseüs dre deuler mein diwar lein an tornaod ha goude a-daolioù gouzifiad ouzh ar re a oa en dour. Ar gouron hepken ha martoloded e vag a zeuas a-benn da dec'hel dibistig war o lestr.

Da c'houde ez eas Odysseüs kuit betek enezenn Kirke, war Enez Aiaia.

Kevredigezh al Lestrigoned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al Lestrigoned n'int ket Gresianed, mes Homeros o zaolenn war patrom rouaned an Akeaned en amzer Brezel Troia (XIIvet kantved a-raok hon oadvezh) : deskrivañ a ra ur palez en ur geoded uhel, dezhi un anv henc'hresianek, Telepilos, ar pezh a dalvez « Pilos a-bell », enebet evel-se ouzh « Pilos an traezhioù », keoded ar roue Nestor fur. Ur porzh zo « anavezet mat gant ar vartoloded », e deun un aber : « un tornaod doubl, serzh ha difaout, a c'hronn anezhi, ha daou veg douar hir a sav an eil a-dal d'egile e-kichen an tremen, hag a strisha anezhañ[3]

Emañ al Lestrigoned o vevañ en ur geoded, ἄστυ, poli en henc'hresianeg, gant ur blasenn foran, un agora. « Palez brudet » o roue, anvet Antifates, zo ur savadur kaer « dezhi toennoù uhel » e-kichen an agora. Al Lestrigoned erziwezh a zebr tud en un doare lidek e-doug banvezioù, evel m'el laka da gompren ar ger henc'hresianeg δαῖτα[4].

Al Lestrigoned er skridoù klasel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Toukidides a skriv e soñjed e oa al Lestrigoned, hag ar gikloped ar c'hentañ annezidi eus Sikilia[5]

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 (X, 120).
  2. The Odyssey, Homeros, troet gant Samuel Butler. Kan X.
  3. Odysseia, X, 87-90.
  4. Odysseia, X, 124.
  5. Toukidides, Istor Brezel ar Peloponnesos 6.2


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jean Cuisenier, Le Périple d'Ullysse, Fayard, Paris, 2003
  • Jean Bérard, La Colonisation grecque de l’Italie méridionale et de la Sicile dans l'Antiquité, L'Histoire et la légende, Presses Universitaires de France, Paris, 1957
  • Victor Bérard, Nausicaa et le retour d'Ulysse, les navigations d'Ulysse, Armand Colin, Paris, 1929, levrenn IV