Les Horizons
Neuz
Les Horizons
Deiziad krouiñ | 1970 |
---|---|
Stad | Frañs |
E tiriad | Roazhon |
Hent | straed Brest |
Daveennoù douaroniel | 48°6′43″N 1°41′24″W |
Tisavour | Georges Maillols |
Statud gladel | Patrimoine du XXe siècle, Remarkable Contemporary Architecture |
Lec'hienn ofisiel | https://metropole.rennes.fr/georges-maillols |
Deskrivet en URL | http://rennesleshorizons.online.fr/Les_Horizons_Construction_05.php |
Les Horizons zo ur skraber-oabl annez e karter Bourg-l'Évesque (Bourk-an-Eskob) e Roazhon. Savet e oa gant Georges Maillols e 1970. Graet eo gant daou dour kempeget an eil ouzh egile, Horizon I, 96 m a uhelder, hag Horizon II, 95 m a uhelder. Savadur uhelañ Roazhon eo, dirak Tour ar Gentrell muioc'h er su e karter Colombier.
Kreñv e oa ar goulenn annez er bloavezhioù 1960, ha rezet e voe karter Bourg-l'Évesque hag a oa deuet da vezañ diyac'hus goude an Eil Brezel-bed evit sevel tiez modern. Savet e voe an tourioù a-herr, un estaj bep sizhun, an eil tour war-lerc'h egile. Echuet e voent tri bloaz a-raok an Tour Montparnasse e Pariz.
Ur parklec'h danzouaret 440 plas zo e-harz an tourioù.
-
An tour gwelet eus Plasenn al Lisoù
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Milan Kundera en devoa bevet en estaj diwezhañ etre 1975 ha 1979. Kelenn a rae ar c'heverata lizheregel e Skol-veur Roazhon 2 goude bezañ tec'het eus Tchekoslovakia gomunour.
- Riad Sattouf en devoa troet meur a arroud e film Les Beaux Gosses en tour-se.
- An enseller McCash, tudenn bennañ un heuliad romantoù polis gant Caryl Férey, a zo o chom eno.
- Adkavout a reer ar savadur brudet e romant polis Vilaines Blessures gant Frank Darcel.