Les Beaux Gosses

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Les Beaux Gosses zo ur film gallek, sevenet gant ar filmaozour gall Riad Sattouf e 2009.

Gopret e voe Riad Sattouf er rummad « Gwellañ film kentañ » da-geñver pempvet lid ha tregont ar César, bet dalc'het d'ar 27 a viz C'hwevrer 2010. Un tammig a-raok (d'ar 15 a viz Genver) e oa bet gopret an daou aktour yaouank pennañ Vincent Lacoste hag Anthony Sonigo gant Priz Lumières ar gwellañ aktour yaouank.

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Hervé o chom gant e vamm, ur vaouez dizimezet skoet gant ur diwaskadenn badus. Evel e vignon Camel ez eo sorc'hennet ar c'hrennard er merc'hed, en aner dre ma c'hwit an daou geneil war o zaol bep tro. Ne zeuont ket a-benn da gevezañ ouzh Loîc, pabor ar skolaj Éric Tabarly (e Roazhon) a zo sot an holl grennardezed gantañ ! Seblantout a ra dezhe ned int barnet nemet da hunvreal dirak pajennoù 'zo e katalog La Redoute... pa gompren Hervé ez eo piket kalon Aurore — ur plac'h e-touez koantenned e glasad — outañ.

Roll ar gomedianed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]