Legio I Maximiana

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Legio Prima Maximiana Thebaeorum
Kartenn eus Egipt. Eno e oa diazezet al Legio I Maximiana e-tal Tebas/Louksor.

Al Legio I Maximiana a oa ul lejion roman savet gant an impalaer Diocletianus e 296 pe 297.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lesanv Maximiana zo bet roet dezhañ, pe diwar anv Caius Valerius Galerius Maximianus (293-311), pe hini Marcus Aurelius Valerius (286-305), hag a zo bet pep hini tro-ha-tro Caesar, titl an eil-impalaer, ha goude Augustus, titl an impalaer e-pad ar bevarfenniezh.

E Tebas (Louksor, Assouan hiziv) e oa he fenngarter, e-barzh ar c'hreñvlec'h bet savet gant al Legio II Flavia Constantia, hag asambles ganti.

Al lejion-se a oa bet savet war zigarez m'en devoa embannet ar prefed Aristius Optatius kresk an tailhoù en Egipt. An emsav e oa aezetoc'h dre berzh kalz strolladoù an arme a oa bet kaset war talbenn Siria m'edo Diocletianus d'ar c'houlz-se.

Hogos er vro a-bezh e savas an emsav : e Thebaidos, e kêrioù kenwerzh Koptos ha Ptolemais, e bro Fayoum hag an Delta, hag ivez en Aleksandria, eil kêr an impalaeriezh goude Roma.
Un impalaer nevez, Lucius Domitius Domitianus, a voe anvet gant an emsaverien. Diouzh a weler war pezhioù moneiz en devoa lakaet kognañ, hemañ a oa en e soñj tremen da genseurt gant Diocletianus ha Maximianus.

Gant aon e vefe distaget rannvroioù ar Reter diouzh an impalaeriezh roman abalamour d'an emsav-se, evel ma oa bet da vare Valerianus ha Zenobia e kuitaas Diocletianus e-unan talbenn Siria evit mont da lakaat urzh en Egipt e-kerzh diskar-amzer ha deroù goañv 297. Dont e reas a-benn da adkemer Aleksandria goude ur seziz hir e-kerzh nevez-amzer 298, hag e lakaas kêr da dan ha gwad. Dont e reas an arme da lakaat an urzh roman en-dro war ar peurrest eus ar vro, rust ha didruez. Freuzet e voe kêrioù Koptos ha Busiris, a oa bet kreiz an emsav.

Urzhiet e voe taosoù nevez, da-heul un niveradeg war ar vro a-bezh, dindan gourselloù an impalaer. E teir rannvro nevez e voe rannet Egipt : Aegyptus Iovia, Aegyptus Thebais hag Aegyptus Herculia.

Harz Thebaidos zo kaset pelloc'h en hanternoz, betek Philae (Enez Elefantina [1]), ha meur a strollad eus Legio III Diocletiana ha II Traiana Fortis, a voe staliet eno. Goude un ergerzhadenn brezel kaset gant Diocletianus, staliet e voe ivez Legio I Maximiana e Philae. En karg e oant, da heul trevadennoù eus Libia tro-war-dro, da virout ouzh redadennoù ar Blemmyes [2], kantreidi eus mervent bro Egipt.

E 354, ur strollad eus al lejion a voe kaset da harpañ an arme ergerzh (comitatenses) staliet e bro Trakia, e-kichen Adrianopolis (hirie Edirne e Turkia).

Kazi sur en doa kemeret perzh en emgann Adrianopolis pa voe lazhet an impalaer Valens, hag an arme kazi freuzet (9 Eost 378).

E deroù ar Vvet kantved, Legio prima Maximiana a oa staliet bepred e Philae dindan urzh Dux Thebaidos (Gouarnour Thebaidos).

Ur strollad ergerzh anvet Legio Prima Maximiana Thebaerum a oa dindan urzh Magister militum per Thracias (Mestr war milisoù Trakia), e-keit ma oa ul lodenn eus gwarded an impalaer, anvet Thebaei, dindan urzh Magister Peditum Praesentalis (troadeien). N'eo ket sur e oa ar re-se eus Legio I Maximiana.

Abalamour da argadadegoù ar Blemmyes e yeas fall an traoù er vro. Galv a reas Appion, eskob Syene (hirie Aswan), ouzh an impalaer Theodosius II, war-dro 425-450, evit kaout muioc'h a soudarded.

Koll a reer ar roud eus al lejion goude se, hag n'eo meneget ken nemet gant Notitia Dignitatum.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains 24 av J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Jazirat-el-Sag = enezenn vleuñiek.
  2. M.N. Bouillet (Dictionnaire universel d'Histoire et de Géographie. Embannadurioù L. Hachette et Cie. Paris 1863) ː hervez ur vojenn, e oant hep penn, hep gouzoug, hag o daoulagad war ar bruched.