Mont d’an endalc’had

Ledred

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Al ledred, pe ledenn, a zo un dalvoudegezh kognel eus lec'hiadur Norzh-Su ur poent war an Douar pe ur blanedenn all, en Norzh pe er Su d'ar C'heheder.

Muzuliet e vez kogn al ledred eus 0° er C'heheder betek 90° e pep penn-ahel, e derezioù, munutennoù hag eilennoù, heuliet gant ar roud N war-du pennahel an Norzh pe S war-du pennahel ar Su — arabat eo arouezhiañ ar Su gant al lizherenn K, a zo Kornôg pa gomzer eus hedredoù.

Da skouer : 47° 13′ 05″ N eo ledred Naoned ; war-dro an hevelep ledred, 47°, emañ Kebek er C'hornôg, Budapest hag Ulaanbaatar er Reter.

Ledredoù ispisial

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]